Buenaventura Durruti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Buenaventura Durruti Dumange''' ([[14 a viz Gouere]] [[1896]] e [[León (Spagn)|León]] – [[20 a viz Du]] [[1936]] e [[Madrid]]) a oa unan eus pennoù al luskad [[anarkouriezh|anarkour]] e [[Spagn]] a-raok hag e-pad [[Brezel Spagn]].
 
== E vuhez ==
[[Image:Durruti-militia.png|thumbnail|100px|right|Buenaventura Durruti]]
Durruti a voe ganet e [[León (Spagn)|León]] en ur familh micherourien. Ur skoliad diroll e voe. E [[1903]] e voe bac'het e dad, hag a oa ezel eus UGT (''UnionUnión General de Trabajadores''), peogwir en doe kemeret perzh e harz-labour ar gourrezerien, hag a c'houlenne groñs ma veje dezhioù labour 8 eurvezh. E miz Ebrel [[1913]] e labouras evel turgner, hag ezel e voe eus unvaniezh ar vetalourien hag e [[1914]] e teuas da vezañ paotr-an-hent-houarn.
 
[[Image:Durruti-portrait.png|thumbnail|150px|right| Durruti pa oa yaouank]]
Linenn 19:
 
===Brezel Spagn===
Stank e kenlabouras Durruti gant stourmerien all da genaozañ ar stourm a-enep taol-arme [[Francisco Franco]]. D'ar 24 a viz Gouere [[1936]] e kasas miliadoù a "guerilleros" (anvet ''[[Steudad Durruti]]'' diwezhatoc'h) eus [[Barcelona]] da [[Zaragoza]]. Goude un emgann berr ha taer e [[Caspe]], e chomas a-sav ar steudad e [[Pina de Ebro]]. Diwar guzul un ofiser eus an arme hag a oa implijet da « guzulier teknek » e voe divizet chom hep tagañ Zaragoza, daoust ma ne save ket a-du Durruti gant an diviz-se. Marteze e voe ur fazi bras : morse ne zeuas ket a-benn ar republikaned da dapout Zaragoza en-dro. Ma vije bet dieubet norzh Spagn, ha neuze e oa dav kregiñ gant dieubiñ [[Zaragoza]], o dije gelelt an dispac'hourien kas na dispac'h sokial a genlusk gant ar stourm enepfaskour. Met ne save ket a-du ar stalinourien gant ar mennozh-se, ha muioc'h-mui e talc'hent gouarnamant republikan Madrid.
 
;Marv Durruti