Captain Beefheart : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
Setu ur bladenn na vezer ket diseblant doc'h he selaou. Ur mell pezh unan eo, 28 sonenn a zo enni. Bep tachenn sonerezh a vez ergerzhet get Van Vliet, un iskis a zen mard eus unan, ne verna ket dezhoñ doujiñ doc'h koñvañsionoù ar sonerezh, ha pa vehe rock zoken.
 
E-barzh "Trout Mask Replica", n'eus ket lusk gwirion erbed, evit pezh a sell doc'h ur lusk a gaehegasehe ar sonerezh raoù ingal èl un orolaj. Kemmadurioù lusk e-leizh ne lavaran ket. Mem tra evit pezh a sell doc'h frammadur ar sonennoù, digabestr-krenn int anezhe, sonerezh difetis, son difetis ar gitar get tonioù iskis... Dihentet e c'hell bout an nen goude en devout selaouet an oberenn-se evit ar wezh kentañ, met tamm ha tamm e ta a-benn da ziluziañ ar milendall-se. Dizoloet vez a-nevez bep tro ma vez selaouet ! Sonerezh digabestr mard eus unan ! Luskadur digompez, gitar luziet, blaz ar blues luadennet àr ar c'han, àr un dro get sakso free jazz. Àr-lerc'h selaou ha selaou ar bladenn-se e teu diframmadur ar sonerezh-se da frammañ un dra bennak a-benn ar fin en ho empenn. Gwir eo n'eo ket sonerezh evit diskuizhañ marteze, dav eo strivañ un tammig met doned a ra tamm ha tamm bep tro ma vez selaouet. Ha neuze, pa vez kavet an alc'hwez, pebezh pinvidigezhioù a zo e-barzh ! Arabat soñjal eo bet lakaet rac'h an drammoù-se dre zigouezh pe n'eus forzh penaos 'vat ! Don Van Vliet a zo mestr e-barzh e gegin, ha, paotr e ziskouarn figus, gouiet a ra teuziñ an traoù.
 
Kinklet eo an album get ur bochad kavadennoù iskisoc'h an eil evit eben... Trouzioù ar vuhez pemdeziek, mousfent, enrolladennoù get ur pellgomzer ("China Pig"), tud é komz hag é safariñ, é tiskulien traoù kuzh, sonerion é tiskariñ ar sonerezh bet pleustret gete a-c'houde ur blead hag enrollet àr an toemm, ha me 'ouia-me... Rac'h an traoù-mañ kempennet buan ha buan get Zappa, setu pezh a lak an album-se da vout dibar anezhoñ...