Captain Beefheart : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
Setu ur bladenn na vezer ket diseblant doc'h he selaou. Ur mell pezh unan eo, 28 sonenn a zo enni. Bep tachenn sonerezh a vez ergerzhet get Van Vliet, un iskis a zen mard eus unan, ne verna ket dezhoñ doujiñ doc'h koñvañsionoù ar sonerezh, ha pa vehe rock zoken.
 
E-barzh "Trout Mask Replica", n'eus ket lusk gwirion erbed, evit pezh a sell doc'h ur lusk a gasehe ar sonerezh ingal èl un orolaj. Kemmadurioù lusk e-leizh ne lavaran ket. Mem tra evit pezh a sell doc'h frammadur ar sonennoù, digabestr-krenn int anezhe, sonerezh difetis, son difetis ar gitar get tonioù iskis... Dihentet e c'hell bout an nen goude en devout selaouet an oberenn-se evit ar wezh kentañ, met tamm ha tamm e ta a-benn da ziluziañ ar milendall-se. Dizoloet vez a-nevez bep tro ma vez selaouet ! Sonerezh digabestr mard eus unan ! Luskadur digompez, gitar luziet, blaz ar blues luadennet àr ar c'han, àr un dro get sakso free jazz. Àr-lerc'h selaou ha selaou ar bladenn-se e teu diframmadur ar sonerezh-se da frammañ un dra bennak a-benn ar fin en hohoc'h empenn. Gwir eo n'eo ket sonerezh evit diskuizhañ marteze, dav eo strivañ un tammig met doned a ra tamm ha tamm bep tro ma vez selaouet. Ha neuze, pa vez kavet an alc'hwez, pebezh pinvidigezhioù a zo e-barzh ! Arabat soñjal eo bet lakaet rac'h an drammoù-se dre zigouezh pe n'eus forzh penaos 'vat ! Don Van Vliet a zo mestr e-barzh e gegin, ha, paotr e ziskouarn figus, gouiet a ra teuziñ an traoù, ha peurlipat ar meuz.
 
Kinklet eo an album get ur bochad kavadennoù iskisoc'h an eil evit eben... Trouzioù ar vuhez pemdeziek, mousfent, enrolladennoù get ur pellgomzer ("China Pig"), tud é komz hag é safariñ, é tiskulien traoù kuzh, sonerion é tiskariñ ar sonerezh bet pleustret gete a-c'houde ur blead hag enrollet àr an toemm, ha me 'ouia-me... Rac'h an traoù-mañ kempennet buan ha buan get Zappa, setu pezh a lak an album-se da vout dibar anezhoñ...