Gounezerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: kl:Nunaateqarneq
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
Ar '''gounezerezh''' pe al '''labour-douar''' a reer eus al labour a vez graet evit hadañ ha gounit ar plant a gresk en [[douar]].
[[Skeudenn:Farmer plowing.jpg|thumb|250px|right|Labourat an douar gant kezeg, evel ma veze graet gwechall...]]
[[Skeudenn:Claas-lexion-570-1.jpg|thumb|250px|right|... ha labourat an douar gant mekanikoù.]]
 
==Gerdarzh==
Linenn 12 ⟶ 14:
 
==An danvezioù gounezet==
[[Skeudenn:Rice Field.jpg|thumb|250px|right|Plantañ [[riz]] gant an dorn, e [[Bangladesh]].]]
A-viskoazh eo bet pal pennañ ar gounezerezh produiñ [[boued]] evit an dud hag o [[loen]]ed hag alies e vez merzet ne vije ket eus an [[Denelezh]] ma ne vije ket ar c'hounideien evit reiñ he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danvezioù diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur a [[loen]] bezañ doñvaet evit tennañ boued diouto pe war-eeun o tebriñ anezho pe dieeun en ur dennañ o [[laezh]] pe o [[vi|vioù]] pe o [[mel]]. Da-c'houde eo bet ijinet gounit [[plant]] evit o bouetañ e-lec'h lezel anezho da zebriñ plantoù gouez.<br/>Ar [[mager-loened|vagerien-loened]] a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar.<br/>E mareoù an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produiñ danvezioù ha n'int ket evit bezañ debret pe evet ([[gwiad]], [[livadenn]], danvezioù sevel-tiez (ar [[feltr]] evit sevel lochennoù), danvezioù [[kimiezh|kimiek]], [[trelosk]]). Atav ivez ez eus bet klasket gounit [[louzoù]] mat evit pareañ [[kleñved|kleñvedoù]] goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez.<br/>