Samaritanegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
Ar '''samaritanegezh''' a zo ur [[relijion]] [[undoueek]] diazezet war gredenn an [[Israelited]] (dek meuriad proto-yuzev) o chom e [[rouantelezh Israel]] hag a vo aloubet gant an [[Asirianed]] e [[722]] kent JK.
Ar [[samaritaned]] ne vezont ket anavezet evel [[yuzevegezh|yuzevien]] na gant an [[ortodoksiezh yuzev]], na gant [[rabinat meur]] stad [[Israel]] hag a lavar ez eo "proselited diratozh" ha "diskennidi trevadennourien asirian" anezho - pezh ne seblant ket bezañ gwir. Hervez al lodenn vrasañ eus an istorourien ez int diskennidi poblañs israelitek ar vro. Koulskoude, [[pasporzh]]où israelat a zo bet roet da gazimant an holl samaritaned e fin ar [[bloavezhioù 1990]] - met re palestinat ivez.
 
N'anavez ket ar samaritaned[[Samaritaned]] levrioù nevez an tanac'h, d.l.e. an holl levrioù estreget pemp levr [[Moizez]] (an Torah), evel skridoù santel. N'eus ket a [[rabined]] er samaritanegezh, met ur beleg meur a zo e penn ar relijion. Hêrezhel eo e ofis.
 
E [[2003]] e konted 653 Samaritan o vevañ e Kiryat Luza e-kichen [[Nablous]], [[Palestina]] hag e [[C'holon]],en [[Israel]].