Enver Hoxha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: id:Enver Hoxha
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
LFE
Linenn 8:
[[Skeudenn:hoxha.jpg|thumb|right|Enver Hoxha]]
 
'''Enver Hoxha''' [ɛnˈvɛɾ ˈhodʒa] ([[16 Here]] [[1908]] - [[11 Ebrel]] [[1985]]) a renas war [[Albania]] abaoe fin an [[Eil Brezel Bed]] betek deiz e varv e 1985 gant ar c'harg Kentañ Sekretour Strollad Labour Albania. Kentañ Ministr ar vro e oa bet ivez etre 1944 ha 1954, ha Ministr an Aferioù Diavaez etre 1946 ha 1953. Daoust ha ma vane didroc'het Albania diouzh peurrest ar bed, dindan beli Hoxha hag a-drugarez d'ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]] lakaet e pleustr eno, e teuas ar vro diorroet e-keñver live ar [[greanterezh|c'hreanterezh]] pa oa bet ur vro damc'hladdac'hel anezhi a-raok.
 
Ganet e oa bet Enver Hoxha e [[Gjirokastër]] e [[kreisteiz]] Albania. Levezonet bras e oa bet gant e eontr Hyen Hoxha, sokialour anezhañ, hag a stourmas evit frankiz Albania hag ivez a-enep d'ar gouranamantoù mac'homer a renas war ar vro goude ma teuas da vezañ dishual, dreist-holl goude ma voe bet disklêriet [[Zog]] Roue Albania e 1928.