.bzh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Liamm diabarzh
Linenn 2:
 
==Istor==
Er bloaz 2004 e oa bet roet lañs, gant [[Christian Ménard]], kannad eus Penn-ar-Bed, d’ar soñj sevel un astenn kenrouedad .bzh<ref>http://www.christian-menard.com/article.php?art=21</ref>. Goude krouidigezh ar [[.cat]], an astenn kenrouedad evit kumuniezh yezh ha sevenadur [[Katalonia]], e oa adlañset ar soñj eus un astenn evit Breizh. A-drugarez d’ar sinadeg aozet gant lec’hienn Mikael Bodlore-Penlaez Geobreizh.com<ref>http://www.geobreizh.com</ref> ez eus bet roet ul lusk kentañ d’an dra. Goude-se o deus votet meur a strollegezh lec’hel mennadoù a-du gant ar raktres. A-unvouezh o deus roet Kuzul-meur [[Il-ha-GwilennGwilen]] (14 a viz Ebrel 2006), Kuzul rannvro [[Breizh]] (14 a viz Even 2006), Kuzul-meur [[Penn-ar-Bed]] (15 a viz Even 2006) o harp da grouidigezh an astenn .bzh.
 
E 2007 en deus karget Kuzul rannvro [[Breizh]] ar gevredigezh Breizh Diawel da gas da benn ur studiadenn greüsted hag ivez aozañ ul luskadeg en-dro d’ar raktres. Goude ar studiadenn-mañ e oa bet krouet ur gevredigezh nevez, dindan renerezh ur poellgor sturiañ gant an holl re o doa kemeret perzh e brudañ ar .bzh, evit dougen kinnig Breizh da gaout hec'h astenn kenrouedad.