Joseph Goebbels : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 119:
 
Goebbels a brometas da Hitler e embarzhfe un milion soudard nevez-kavet a drugarez da adrframmañ an arme. Fellout a rae dezhañ treuzlec'hiañ ar c'hoskorioù amaezhiañ ha perzhek eus al Luftwaffe hag eus al lu betek an arme. Da c'houde Goebbels en dije spurjet maodiernezhoù ha diskarzhet ar vaodierneg ramz ha breinet. Met anniñv al levierezh hag hini burevierezh a harzas raktresoù a gemmadurioù prientet gant Goebbels. Bormann hag e vargodell Lammers oa boaz da ledañ hag amplediñ o reolerezh dreist d'ar Strollad ha da velestradurezh ar Stad. Neuze o deus graet pep tra oa posubl evit herzel raktresoù Goebbels. Ur gudenn all a drelatas anezhañ: en desped d'e emglev gant [[Albert Speer]] ne oant ket a-du ent embregel. Speer a felle reiñ an tevet d'ar c'henderc'hadur armoù. Goebbels, eus e du hag a-enep da boell Speer, a glaske tennañ gounit ha splet eus pep den gouest da vont d'an talbenn ha emouestlañ anezho. Met Speer a deuas a benn da staliañ e boell e politikerezh ar brezel, dreist holl a drugarez da harp [[Fritz Sauckel]] (ar jeneral e karg eus implij al labourerion).
 
Adalek Gouere 1944 e oa re ziwezhat evit stagañ gant adreizhadennoù ken pouezus ha lakat ar plegenn da gemmañ. Steuñv ar galloudoù armerzhel ha milourel broioù unanet ar c'hornog hag an URSS oa re greñv evit gellout enebiñ outañ.
 
==Levrioù Goebbels==