Joseph Goebbels : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 120:
Goebbels a brometas da Hitler e embarzhfe un milion soudard nevez-kavet a drugarez da adrframmañ an arme. Fellout a rae dezhañ treuzlec'hiañ ar c'hoskorioù amaezhiañ ha perzhek eus al Luftwaffe hag eus al lu betek an arme. Da c'houde Goebbels en dije spurjet maodiernezhoù ha diskarzhet ar vaodierneg ramz ha breinet. Met anniñv al levierezh hag hini burevierezh a harzas raktresoù a gemmadurioù prientet gant Goebbels. Bormann hag e vargodell Lammers oa boaz da ledañ hag amplediñ o reolerezh dreist d'ar Strollad ha da velestradurezh ar Stad. Neuze o deus graet pep tra oa posubl evit herzel raktresoù Goebbels. Ur gudenn all a drelatas anezhañ: en desped d'e emglev gant [[Albert Speer]] ne oant ket a-du ent embregel. Speer a felle reiñ an tevet d'ar c'henderc'hadur armoù. Goebbels, eus e du hag a-enep da boell Speer, a glaske tennañ gounit ha splet eus pep den gouest da vont d'an talbenn ha emouestlañ anezho. Met Speer a deuas a benn da staliañ e boell e politikerezh ar brezel, dreist holl a drugarez da harp [[Fritz Sauckel]] (ar jeneral e karg eus implij al labourerion).
 
Adalek Gouere 1944 e oa re ziwezhat evit stagañ gant adreizhadennoù ken pouezus ha lakat ar plegenn da gemmañ. Steuñv ar galloudoù armerzhel ha milourel broioù unanet ar c'hornog hag an URSS oa re greñv evit gellout enebiñ outañ. Ur meneger grennus: an argement a genderc'had houarn oa war dro 4.5:1 a enep Bro Alamagn. Ur darvoud nevez a ziskaras c'hoazh plegenn armerzhel ar Reich: koll eoulvaezioù donvor Romania hag aoaokadennoù an arme soviedel er Balkanoù e miz Gwengolo. Gellout a reer ouzhpennañ se da dagadennoù an aerlu amerikan a enep ar genderc'had a eoul kevanaozel. Da heul an darvoudoù-se e teue da vezañ diaes evit Alamagn da enebiñ ouzh e enebourion. Evit sederaat ar bobl alaman ha lakat da grediñ e oa posubl bezañ trec'h war enebourion ar Reich Goebbels na c'helle nemet prometiñ drouziwezhiñ gant "armoù burzhudus" evel ar c'harr-nij Me 262 pe al listri-spluj XXI ma n'eo ket ar c'hadfurc'helloù V-2.
 
==Levrioù Goebbels==