Joseph Goebbels : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 128:
 
Un nebeut nazied a ginnigas da Hitler dilzel Berlin evit amparañ ur greizenn hag ur c'hreñvlec'h a harzerezh nevez e Bavaria. Goebbels a enebas ouzh ar mennoz se o laret e ranker chom e Berlin e lec'h ma vo leurennet difretadennoù diwezhañ ha diskar ar Reich war rivinoù e gerbenn.
 
Goebbels a deuas a benn da ziraez e amkan: bezañ an den tostañ ouzh Hitler. Göring oa deuet da vezañ gwallvrudet daoust ma Hitler a nac'has lakat anezhañ da reiñ e zilez a raok ar 25 a viz Ebrel. Himmler a oa bet enstaelet e penn arme ha strolladoù soudarded ar [[Vistu]]l lec'hiet ha kaset da zifenn ar Reter. Met ur wallreuz eo bet evitañ hag an arme pa voe e penn an talbenn-se hag hini an Oder. Argaset e oa. Hag ouzhpenn da se, Hitler en devoa diskred abalamour da argeziadoù evit kevraouiñ gant ar C'hornog. Ne oa nemet Goebbels ha Bormann o chom leal da Hitler. Ha Goebbels a oueze penaos c'hoari gant speredfaltazius ha froudennus Hitler. Kennerzhañ ha boutañ a rae anezhañ da jubenniñ marv arlevier Stadoù Unanet Amerika, Franklin D. Roosevelt, evel un darvoud oc'h aroueziñ ur ragevezh a-berzh Doue. D'an 22 a viz Ebrel, Hitler a zisklerias (abalamour da levezon Goebbels pergen) e chomfe e Berlin evit stourm ha mervel evit difenn ar gerbenn.
 
==Levrioù Goebbels==