Kaozeal:Niveroniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 38:
:''Niñvadur'' zo anavezet gant tud Preder marteze, met n'eo ket int a ra skol jedoniezh er skolioù brezhonek.
:Klasket em boa fraeshaat ur frazenn, met ma vez kemmet adarre war-zu an teñvalaat e laoskan an dachenn. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 11 Eos 2009 da 06:20 (UTC)
 
:Evit ar pezh a lavarez a-zivout 'oberiadur' emaon a-du ganit ; ar Gl. 'opération' er ster jedoniel n'en deus neoazh netra da welout gant un 'ober' bennak, ne glask An Noalleg cheñch netra war va meno.
:A-du on ivez war ar fed n'emañ ket levr Preder ur Bibl ; gwazh a se n'eus levr jedoniel ebet estreget o hini e-lec'h n'eus ket a dreuzplakadur diwar ar galleg. Ar pennad anvet [[Aritmetik]] a oa mezhus a-fet brezhoneg, klasket e 'm eus kas anezhañ da vout brezhonekoc'h, hag a-benn fraeshaat an termenoù emaon o labourat war an holl liammoù a c'hellin ober, n'eo ket va amkan teñvalaat an dachenn, dreist-holl en un diskiblezh a-giz ar jedoniezh hag a zo luziet a-walc'h endeo.
:'Rez ket biloù, sklaeroc'h e vo ur wech ar pennadoù echuet.--[[Implijer:Malo|Malo]] 11 Eos 2009 da 15:16 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Niveroniezh".