Serf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Sant '''Serf''' pe ''Servanus'' e latin (ha diwar-se ''Servan'' e galleg) a veve war-dro [[500]]—[[583]], a oa ur [[sant]] [[brezhon]] eus an [[Hanternoz kozh]].
 
Martezeañ a c'haller, diwar e anv, e oa sklav a orin, marteze gant ar Romaned, pe e oa roman a ouenn, met n'eus netra sur ha n'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn. Pegoulz e veve n'eo ket re sur ivez, dislavaroù zo hervez ar mojennoù.
 
Avielañ a reas kornôg [[Fife]] ha sevel un [[abati]] e [[Culross]]. [[Abostol]] [[OrkneyInizi Orc'h]] a vez lavaret anezhañ, met n'eo ket gwirheñvel hervez an istorourien.
 
Lidet e vez d'ar [[1añ a viz Gouhere]].
Linenn 11:
Hervez David Hugh Farmer n'eus nemet diwirheñvelderioù en e vojenn <ref>"Legend is a farrago of wild impossibilities." David Hugh Farmer, ''The Oxford Dictionary of Saints'' (Oxford: Clarendon Press, 1978), 354.</ref>[[Mab]] e oa da Eliud, roue [[Canaan]], ha d'e wreg Alphia, merc'h roue [[Arabia]]. Divugel e voent pellamzer, met a-benn ar fin o devoe daou vab, ha Serf an eil anezhe. Mont a reas ar paotr da [[Roma]], ha ken santel e oa e vrud ma voe anvet da bab. Eno e chomas seizh vloaz.
 
Dilezel a reas e garg, ha beajiñ a reas dre [[Galia|C'halia]] hag [[Enez Vreizh]] ha degouezhout e [[Bro-Skos]] (ha ne oa ket anezhi c'hoazh!). Neuze en em gavas gant [[Adomnán Iona]], [[abat Iona]], a ziskouezas dezhañ un [[enezenn]] e [[Loch Leven]] (anvet diwezhatoc'h [[St Serf's Inch]]).<ref>Simon Taylor, "Seventh-century Iona Abbots in Scottish Places", in [[Dauvit Broun]] and [[Thomas Owen Clancy]] (eds) ''Spes Scotorum: Hope of Scots. Saint Columba, Iona and Scotland'' (Edinburgh: T & T Clark, 1999), p. 66. This tradition would place Serf's [[floruit]] in the late 7th century.</ref> D'an ampoent e vije bet an enezenn e-barzh rouantelezh [[pikt]] ''Fib'' ([[Fife]]). Serf a savas ur [[prioldi]], anvet [[St Serf's Inch Priory]] en enezenn, ma chomas seizh vloaz.
 
Lec'h kreiz e labour a oa [[Culross]], a vije bet savet gant ar sant e-unan. E [[Dunning]], e [[Strathearn]], en dije lazhet un [[aerouant]].
Linenn 23:
Serf a vije bet kempred gant [[Mungo]], anavezetoc'h e [[Breizh]] evel [[Kentigern]], met n'hall ket bezañ bevet neuze en amzer [[Adomnán]].
 
Hervez ar vojenn e oa ur briñsez vrezhon [[Theneva]] (pe ''Thenaw'') a oa bet brazezet a-raok [[dimeziñ]], hag a oa bet taolet eus lein un [[tornaod]]. Ne voe ket lazhet avat. Kavout a reas ur vag o tont d'hec'h arbenn . Ha hi sevel e-barzh. Hag evel-se e treizhas ar [[Firth of Forth]] da aochañ e [[Culross]] ma voe graet war he zro gant Sant Serf, a voe [[tad-mager]] he [[mab ]] Kentigern.
 
Hervez ur vojenn all e oa bet lazhet boc'hruzig Serf gant bugale fall, evit ma vije tamallet da Gentigern. Hag ar paotrig da reiñ buhez en-dro d'al loen kaezh.