The Clash : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: zh:衝擊合唱團
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
The Clash zo bet unan eus ar strolladoù tud wenn kentañ oc'h ober gant ar reggae (war o fladenn gentañ, e 1979, o doa enrollet ''Police & Thieves'', kompozet gant [[Junior Murvin]], ha "White Man in Hammersmith Palais" bet skrivet ganto).
Goude ma oa bet dispartiet ar strollad o doa kendalc'het Mick Jones ha Joe Strummer da seniñ eus o zu gant strolladoù all.
 
Neuze e oa The Clash ur strollad punk rock a vro Saoz, savet e 1976 hag aet da get e 1985.
 
Ma vez sellet doc'h the Sex Pistols èl ar strollad en deus lañset da vat al luskad punk e Breizh Veur, sellet 'vez doc'h the Clash èl ar strollad en deus diazezet ar luskad-se (kement e-keñver ar sonerezh hag ar mennozhioù). Pa vez sellet doc'h ar prantad-mañ 'gosig tregont vle goude e verzher e oa kentoc'h the Sex Pistols ur strollad doc'h ar c'hiz d'ar poent-se, diazezet o berzh àr o stumm, o neuz hag a-hend-arall eo enskrivet buhez the Clash en un emsav politikel, mennozhioù an tu kleiz el-rezon (pa oa "dazont erbed" kemennadenn gentañ the Sex Pistols, ha distruj, pe beurzistruj, ne c'hell ket an nen fiziañ ba seurt kredennoù muioc'h evit ur ble, randonenniñ a ra founnapl, gwellañ tra d'ober eo diskar ar strollad, dreist-holl pa ne vez ket netra da ouzhpenniñ e-keñver ar sonerezh).
 
Mard eo chomet bras brud the Clash eo marteze peogwir eh ae o sonerezh pelloc'h evit pezh 'veze graet da gustum get ar strolladoù punk (gitar peurgarget, kan faos pe kentoc'h huchadennoù, taboulinoù ha gitar boud gagn anezhe), da lavaret eo e oa levezonet o sonerezh get ar reggae, ar rock pe traoù arall a bep seurt, ar ska hag arall. Setu an disoc'h a oa ur sonerezh kizidik tre, ha sonadegoù prizet kenañ.
 
Setu neuze ar gwellañ strollad punk, kani en deus levezonet ar muiañ sonerezh hag emzalc'h e ziskennidi, èl ar re-mañ da skwer : Green Day, Blink-182 pe The Offspring, ha strollad punk-ska Rancid, hag a ansav eo The Clash o levezon veur. Met pelloc'h evite, strolladoù èl U2, The Cure, 311, ha R.E.M. o deus dispennet roudoù The Clash. Levezon the Clash a zo e-barzh sonerezh Breizh Veur ar bleadoù 90 hag an emsav Brit pop ivez.