Job an Irien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
 
==Oberennoù==
Skrivañ a ra e-barzh ''[[Ya !]]'', ''"[[Le progrès de Cornouaille]]"'', ''"[[Courrier du Leon]]"''. Embann a ra kronikennoù bep sizhun. Betek [[1982]] en doa skrivet kalz er ''[[Bleun Brug]]'', aet da get. Klevout a reer anezhañ er skingomz "[[RCF Rivages]]" ivez, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a ra [[pirc'hinajoùhirin]]adennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ eo war dachenn ar sonerezh ivez: torkadoù kantikoù ha kantadoù e-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (''Ar Marh-dall, War warh ar mor)'', hag evit ar vugale ''(Klask a ran, Dremm an Aotroù...)''. Testennoù sakr e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez (gwelet [[ti -embann Minihi Levenez]]). Prezidant ar gevredigezh [[Minihi Levenez]] eo. Ober a ra gant ar skritur anvet [[falc'huneg]].
 
Reiñ a ra Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù [[Diwan]] Penn-Ar-Bed hag e lise [[Diwan]].
 
Ober a ra gant ar skritur anvet [[falc'huneg]].
 
 
Eus 1962 betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e kaieroù ar Bleun Brug, kanaouennoù (dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg Hag e paro an heol gant [[Michel Scouarnec]] ha [[René Abjean]]) ha kanadegoù (Ar Marh Dall, "War varh d’ar mor" gant René Abjean ha lazoù-kanañ Penn ar Bed).
 
Dre youl an Eskop Barbu e voe krouet e 1984 ar greizenn [[Minihi-Levenez]], lec’h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’h da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : "Kantikoù evit ar vugale", "Klask a ran" ha "Dremm an Aotrou", kanadeg "Kan evid ar peoc’h", ha da c’houde, "War heñchou ar bed" gant [[Christian Desbordes]] hag adarre lazoù-kanañ [[Penn-ar-Bed]]. E 2000 e krou "Kalon ar bed" gant Christian Desbordes ha [[René Abjean]] en iliz-veur [[Kemper]] hag e kendalc’h war un dro da skrivañ kantikoù.