Skolveurieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''skolveurieg''', pe '''falc'huneg''', eo an anvioù a lavarer eus un [[doare-skrivañ|doare da skrivañ]] ar [[brezhoneg]] a oa bet ijinet e 1955 gant [[Frañsez Falc'hun]] hag a zo implijet bremañ c'hoazh.
 
==Istor==
 
Ijinet e oa bet gant [[Frañsez Falc'hun]] pa oa kelenner e [[Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon]], ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù [[Akademiezh Roazhon]] .<br />
 
Gant Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar ''skolveurieg'' eus ar skritur, pa veze lavaret ar ''falc'huneg'' gant e enebourien.
Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret ur [[skol-veur]] eno, ne voe ket mui implijet e [[Skol-Veur Breizh-Uhel]] e Roazhon.
 
===Kostezenn ar "skolveurieg"===
Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg: ar gatoliked hag an tu-kleiz gall ([[PCF]], [[SFIO]]).
*e tu ar gatoliked:
**ar [[Bleun Brug]], diazezet e Leon ha Kerne,
**ar [[Skol dre Lizer]], gant [[Visant Seite]]
*e tu ar gleizidi
**[[Ar Falz]], renet gant [[Per Honoré]], hag a zilezas ar falc'huneg pa voe savet an [[assimileg]]
**[[Emgleo Breiz]], renet gant [[Armañs Keravel]], ezel eus ar [[PS]], a oa e-barzh Ar Falz ivez, hag [[Andreo Merser]], ezel eus ar [[PCF]].
 
 
==Hiziv==
Gant Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar ''skolveurieg'' eus ar skritur, pa veze lavaret ar ''falc'huneg'' gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger ''skolveurieg'' pa ne vez ket implijet kalz e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeud en deskadurezh.
Implijet e vez gant an [[embannerezh|tier-embann]] [[Brud Nevez]]/[[Emgleo Breiz]], renet gant [[Fañch Broudig]], [[Ar Skol Vrezoneg]], ha [[Minihi Levenez]] kaset en-dro gant [[Job an Irien]].
 
Implijet e vez gant an [[embannerezh|tier-embann]] :
*[[Brud Nevez]]/[[Emgleo Breiz]], renet gant [[Fañch Broudig]],
*[[Ar Skol Vrezoneg]], renet c'hoazh gant [[Andrev Merser]],
*[[Minihi Levenez]] kaset en-dro gant [[Job an Irien]], a vez lakaet e bennadoù e beurunvan pa skriv e-barzh [[Ya]].
 
==Diazezoù ar skritur==
*Gwelloc'h en deusdoa kavet ar chaloni Falc'hun chom hep lakaat kensonennoù divouezh e dibenn an anvioù-gwan :<br/>
**''Mad'' ha n'eo ket skrivet [[Mat]] evel en doareoù-skrivañ a-gent ([[KLT]]) hag a-vremañ (ar [[peurunvan]]).
*Ne ra ket gant [[c'h]] da aroueziañ ar son deuet diwar kemmadur ar son [k] goude ar ger-mell
**''ar hi'', e-lec'h ''ar c'hi''
*Ne ra ket gant ''v'' e dibenn ar gerioù, met ''o'' pe ''ou'': ''glao, piou''.
*N'en deus ket miret ar ''[[zh]]'' a oa bet degaset gant [[Langleiz]] ha degemeret er brezhoneg peurunvan evit kompezañ an doare disheñvel a zo gant komzerien [[Bro-Wened]] da ezteurel ar ''z'' a vez klevet e pastelloù-bro all : distagañ a reont un ''h'' :<br/>
*Un doare-skrivañ nevez evit ar gwenedeg a oa bet kinniget gant ar chaloni ha Gwenael Herrieu, person ha mab da [[Loeiz Herrieu]].