Nomenclator : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Nomenclator''' eo an anv a vez roet peurvuiañ d'ul [[levr]] anvet '''''Nomenclator, communium rerum propria nomina Gallico indiomate indicans ... Auctore Hadriano Ivnio ... en cette dernière édition a esté adioustée la Langue Bretonne''', par Guillaume QVIQVIER de Roscoff, G. Allienne, Morlaix, 1633 ''. Ul levr gallek ha latin eo, gant brezhoneg e-barzh, embannet e Montroulez e 1633, e dibenn marvezh ar c'hrennvrezhoneg.
 
==Al levr==
Savet e oa bet al levr gant an [[Izelvroad]] [[Hadrianus Junius]], brudet en Europa, hag ouzhpennet brezhoneg gant [[Guillaume Quiquier]], a vez lavaret ''Gwilherm Kiger'' anezhañ gant tud zo, met n'eo ket sur eo brezhonek e anv.
Ul levr [[latin]] ha [[gallek]] eo, gant [[brezhoneg]] e-barzh, embannet e Montroulez e 1633, e dibenn marevezh ar c'hrennvrezhoneg. Un dastumad gerioù-micher eo an Nomenclator, embannet 1555 en [[Ausburg]] ([[Alamagn]]), hag adembannet meur a wech, hag en un toullad yezhoù, evel ar brezhoneg.
 
Un dastumad anvioù eo an Nomenclator.
 
==An anv==
Dont a ra an anv eus an [[nomenclator]], ar [[sklav]] a veze gant Romaned pinvidik hag a oa karget da zerc'hel soñj eus anvioù an dud a zegouezhe gant e vestr.
 
==An oberourien==
Savet e oa bet al levr gant an [[Izelvroad]] [[Hadrianus Junius]], brudet en Europa, hag ouzhpennet brezhoneg gant [[Guillaume Quiquier]], a vez lavaret ''Gwilherm Kiger'' anezhañ gant tud zo, met n'eo ket sur eo brezhonek e anv.
 
==Ar mouler==
<!--
Georges Allienne, mouler e [[Montroulez]], a embannas al levr teir gwech: e 1626, e 1632 hag e 1633.
Lodenn ar Brezhoneg gant Georges Allienn. Morlaix. pp. 66 da 335.
 
-->
 
==Embannadur 2000==
Adembannet eo bet al levr ha notennaouet gant [[Gwennole ar Menn]].
==Lennadurezh==
*''Le Nomenclator latin-français-breton de Guillaume Quiquer de Roscoff (1633) réédité et annoté par Gwennole Le Menn'', [[Skol]] 2000.
[[Rummad:levrioù brezhonek]]