Impalaeriezh trevadennel Portugal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 1:
[[File:Portugal Império total.png|thumb|350px|Impalaeriezh trevadennel Portugal]]
'''Impalaeriezh trevadennel Portugal''' a reer eus hollad an douaroù tramor renet gant Portugal etre [[1415]] ha [[1999]]. E-touez galloudoù trevadenner Europa eo bet Portugal an hini zo kroget an abretañ da drevadenniñ ha padet ar pellañ. Goude ar [[Reconquista]] gristen echuet e [[1272]], [[Portugal]] a gendalc’has da astenn e c’halloud pelloc’h, war-zu ar c’hreisteiz, a-hed aodoù [[Afrika]] da gentañ. Goude beajoù ergerzherien evel [[Bartolomeu Dias]] ha [[Vasco da Gama]] e voe kavet hent [[Indez]], tra ma laboure moraerien all evel [[Fernan Magalhaes]] pe [[Luis Vaz de Torres|Torres]] evit [[Impalaeriezh Spagn]], er [[Meurvor Habask]].