Joseph Goebbels : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34:
Etre [[1930]] ha [[1933]] e kasas Joseph Goebbels da benn unan eus e labourioù pouezusañ evit ar stourm nazi. Aozañ a reas stourmadegoù dilennadegel ar strollad nazi: reoù evit ar Reichstag e miz Gwengolo [[1930]], miz Gouere ha miz Du [[1932]], miz Meurzh [[1933]], ha hini Hitler evit ar c'hañselerezh e miz Meurzh-Ebrel [[1932]]. Dre ar garg-se e tiskouezas barregezhioù dreist dre implij an dibunadegoù a dud gwisket unvan, ar c'hinema, ar skingomz, ar mediaoù. Pep tra oa graet e doare da ziskouez galloud ha brud ar strollad nazi. Ha sachañ a rae kalz tud, en o zouez tud yaouank dreist-holl. Ne baoueze ket da gas urzhioù ha divizoù nevez-c'hraet da pennoù ar strollad er ranvroioù. Hiziv an deiz e soñjer ez eo bet gounezet kalz mouezhioù gant ar strollad nazi (etre 1930 ha Gouere 1932) a-drugarez d'an enkadenn armerzhel met a-drugarez d'ar c'hendegouezh-se, evel-just, oberenn Goebbels hag ar fed ma oa bet efedus a oa bet gwelet mat er strollad nazi hag e oa aet e vrud war wellaat.
 
===Maodiern ar maodiernmoederezh===
Pa zeuas Hitler da vezañ kañseler, d'an [[30 Genver|30 a viz Genver]] [[1933]], ne voe bet roet karg ebet dezhañ. Un emglev a oa bet aozet etre Hitler hag an arlevier [[Paul von Hindenburg]]: ar strollad nazi n'en doa nemet un nebeud kargoù fiziet ennañ gant ar strollad mirour. Met kregiñ a reas da labourat evel ma vije bet d' ar galloud en un doare kefridiel. Kontrollañ a rae dija ar mediaoù memes hep karg kefridiel, pe e vefe ar skingomz pe ar c'hinema. Ha d'an 13 a viz Meurzh e oa bet roet dezhañ ar garg a vaodiern eus an deskadurezh poblek hag eus ar moederezh (''Volksaufklärung und Propaganda'').