Demetae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
astennig
D Liammoù diabarzh
Linenn 1:
[[Image:CymruLlwythi.PNG|right|thumb|250px|Meuriadoù keltiek e Kembre, diasur eo an harzoù.]]
 
An '''Demetae''', pe ''Demeted'', a oa ur bobl [[kelted|geltiek]] eus [[Oadvezh an houarn]] en [[Enez Vreizh]], hag a oa o chom e [[PembrokeshireSir Benfro]] hahag e [[CarmarthenshireSir Gaerfyrddin]] e gevred [[Kembre]]. Eus o anv e teu hini kontelezh [[Dyfed]] a-vremañ.
 
Meneget ez int e [[Geographia]] [[Ptolemaios]], a lavar edont war-du ar reter eus ar [[Silures]]. Anavezout a reer div eus o c'hêrioù, [[Moridunum]], deuet da vout [[Caerfyrddin]], ha [[Luentinum]].
 
Ne oant ket brezelgar, ha ne voe ket enebet ganto ouzh ar Romaned, evel gant o amezeien [[Silured]] hag [[Ordovices]]. Ne voe ket nemeur a greñvlec'hioù roman en o bro eta, met klask aour a reas an alouberien e maengleuzioù mengleuzioù Luentinum .
 
Anv ebet anezho avat gant [[Tacitus]] pa zanevell brezel ar Romaned e Kembre.