Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2009 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ra vo miuoc'h a verourien...
Linenn 1:
==Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)==
Savet eo bet ganin ar c'hinnig-mañ evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez. Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal-mañ diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 30 Eos 2009 da 17:22 (UTC)
 
Evel ma oar kalz a dud on bet dilennet evel merour pell'zo. Ha gwir eo n'am eus ket klasket renañ an traou en ur doare "renus". D'am soñj n'o deus ket ar verourien da vezañ hencherien, met ambrougerien da gentañ.<br>
Evit an ampoent, ne skrivan ket kalz er wikipedia brezhonek pa 'm eus kavet un dra d'ober hag a vo frouezhus ivez evit ar brezhoneg. Pa vin war ma leve e c'hellin dont amañ en-dro.<br>
Mat e vefe kaout ur bagad merourien fonnusoc'h. Ra dalc'ho ar vrezhonegerien da souten o holloueziadur nemeti. Ul labour a bouez a zo bet boulc'het, met bloavezhioù labour a rankor seveniñ a-raok ma vo un ostilh efedus evit Yann Vrezhoneger. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 31 Eos 2009 da 20:51 (UTC)
 
:Ne gomprenan ket resis petra a zo d'ober bremañ. A-du on gant ar mont en-dro, ret eo just dibab an deiziadoù hag ar parametroù e plas an ''$''. Ma c'helfes displegañ un tamm hiroc'h. A galon --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] 30 Eos 2009 da 19:07 (UTC)
Distreiñ da bajenn "Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2009" ar raktres.