Ernest ar Barzhig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ernest ar Barzhig''', a zo ganet ''Ernest Pierre Marie Le Barzic'' d'ar [[4 a viz Mae]] [[1917]] e Porzh Bras e [[Kaouenneg-Lanvezeeg]] e [[Treger]], ha marvet d'an 2 a viz [[Kerzu]] [[1977]] e [[Mur]]. E anv skrivagner a zo "[[Roh-Vur|Roc'h-Vur]]"
 
Brezhoneger eus an dibab e oa. Skrivañ a rae a wechoù e galleg, a wechoù e brezhoneg. E galleg e rae dreist-holl studiadennoù istorel. Skrivet en deus Ernest un toullad brav a destennoù e brezhoneg, ha moarvat lodenn wellañ ha talvoudusañ e oberenn. Un troer ampart e oa ivez p'en deus troet levrioù evel reoù [[Paul Féval]] pe [[Ti Vatriona]], gant [[Aleksandr Solzhenitsyn]].