Alfonso Iañ d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 6 Gwe 2009 da 18:24

Alfonso I d'Este (Ferrara, 21 a viz Gouhere 1476 - 31 a viz Here 1534), eus an tiegezh Este, a oa dug Ferrara, Modena ha Reggio Emilia.

Poltred Alfonso I d'Este. N'ouzer ket piv e oa al livour.
Skoed aour Alfonso I d'Este
Moneiz arc'hant Alfonso I d'Este

E vuhez

Mab e oa d'an dug Ercole I d'Este hag Eleonora d'Aragon. Dimeziñ a reas da Anna Maria Sforza en 1491, met mervel a reas e wreg en 1497. Pevar bloaz diwezhatoc'h e timezas da Lucrezia Borgia, merc'h ar pab Alesant VI. Anvet e voe da zug war-lerc'h marv e dad e 1505. Perzh a gemeras er brezelioù etre Venezia ha Stadoù an Iliz, hag en tabutoù a veze etre Bro-C'hall ha Spagn evit ren en Italia.

Un irienn a voe savet en e enep gant e zaou vreur yaouankañ Ferrante d'Este ha Giulio d'Este (1506) ha kastizet e voent.

E 1508 en em glevas gant ar pab Jul II e Kevre Cambrai a-enep Venezia. Anvet e oe da c'h-gonfaloniere, advoue eskopti Iliz Sakr Roma (1509), hag en anv-se eo ec'h aloubas ar Polésine hag e faezhas arme Venezia e Polesella en 1509 gant skoazell e vreur kardinal Ippolito II d'Este. Eskumunuget e voe ha diberc'hennet eus e vadoù gant ar pab e 1510 dre ma n'houle ket ober ar peoc'h evel ar pab gant Venezia. Tennet e voe digantañ dugelezh Modena, Carpi ha Mirandola a voe aloubet e 1511 gant armeoù ar pab.

E-pad brezel ar C'hevre Santel e reas emglev gant Bro-C'hall, ha gant e ganolioù brudet e kemeras perzh en emgann Ravenna e 1512 hag en trec'h.

Netra avat ne c'hounezas en afer, nemet disammet e voe eus an eskumunugenn. Koll a reas zoken, pa voe aloubet Reggio d'Emilia gant dug Urbino (1512), hag heñvel gant Garfagnana skrapet gant aotrouien Lucques.

Adkemer a reas Reggio pa varvas ar pab Adrian VI (1523), il pourra finalement reprendre Modène (1527) grâce à son alliance avec l'empire à l'époque des divergences entre Charles V et le Pape Clément VII. De nouveau allié avec les Français (1528), il risqua la ruine complète à la Paix de Cambrai (1529), mais sa politique habile lui permit de se rapprocher encore une fois de Charles V (Charles V du Sacré Empire Romain) qui en 1530 lui confirma les droits sur les deux villes que le pape lui contestait encore.

Gwarezour an arzoù hag al lizhiri e oa, havdreist-holl hini Ludovico Ariosto.

Il mourut d’indigestion, mort qui, curieusement, l’unit à son frère Hyppolite.

War e lerc'h e renas e vab Ercole II d'Este.