Ludovico Ariosto : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
A renk uhel e oa e dud, met dibeadra a-wlac'h. Un deskadurezh vat en doa nemet keuz en doa ne ouieket [[gregach]] (evel [[Macchiavelli]]). Abred e rankas ober war-dro deskadurezh e vreudeur ha c'hoarezed ha n'hallas ket tremen kement a amzer ha ma karje bezañ graet o studiañ hag o skrivañ barzhoniezh. <br />
En [[1504]] e krogas da labourat evit ar c'hardinal [[Ippolito d'Este]], mabda [[dug Ferrara]], ha meur a gannadiezh a reas davet ar pab [[Jul II]]. Ne fellas ket dezhañ heuilh e vestr da Hungaria avat, ha servij a reas e vreur [[Alfonso d'Este]], dug [[Ferrara]], neuze.
Roet e voe dezhañ ar garg a c'houarnour e [[Garfagnana]], ur c'hornad meneziek eus [[Toskana]], a oa etre daouarn forbaned ha laeron. En em dennañ a reas mat eus e labour, ha mont neuze war e leve gant e serc'h hag e vab da Ferrara, ma weler e di c'hoazh.
 
==E oberenn==