Ti-plouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|right|250px|Ti-plouz Marais-Vernier, departamant an Eure, Normandi Un '''ti-plouz''' a zo un ti-annez hengounel a gaver war ar maez. Tiez-plouz a vez k...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 8 Gwe 2009 da 19:23

Un ti-plouz a zo un ti-annez hengounel a gaver war ar maez. Tiez-plouz a vez kavet e kornôg Europa : Breizh-Veur, Alamagn hag ivez e Frañs e Normandi hag er Briwer. An anv ti-plouz a zeu eus an danvez implijet implijet da deiñ an tiez : plouz ed, plouz segal pe korzennoù raoskl. Hiziv an deiz ez eus klask war-lerc'h an tiez-plouz peogwir int dibar. Peurliesañ e vezont renevesaet da zegemer touristed.

Ti-plouz Marais-Vernier, departamant an Eure, Normandi

Tiez-plouz Normandi

 
Un ti-plouz er Briwer
 
Un ti-plouz e Saint-Sulpice de Graimbouville (Eure)

E Normandi ec'h implije ar beizanted an danvezioù a gavent aes : dour ha pri-prad mesket, mein, koad hag ed a veze hadet ganto. Diaz an tiez a veze savet peurliesañ gant kailhastr, rak un danvez-difuiñ eo. Treustoù koad derv a veze implijet da sevel ar mogerioù hag an doenn, hag etrezo e veze lakaet ur meskaj plouz, pri ha dour anvet ardilh.

A-benn sevel un doenn didreuzus e rank an doenn bezañ war zinaou da vat. Evit ma ne vefe ket re uhel e rank an ti bezañ strizh, hag hir-tre e c'hall bezañ ivez : sed displegadenn stumm hengounel tiez-plouz Normandi. Ez-hengounel e veze lakaet pri-prad e penn an doenn, hag er pri-se e veze plantet elestr (s.o. ar skeudenn).Gant kresk ar mammgwriziennoù e veze dalc'het penn ar c'horzennoù raoskl.



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.