Peurunvan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
Ijinet eo bet gant [[Roparz Hemon]] er bloaz 1941, diwar urzh ar Sonderführer ha leñguist alamant Leo Weisgerber.
 
Pal ar peurunvan a oa unvaniñ an doare skrivañ KLT kozh bet savet gant [[François Vallée]] ha [[Meven Mordiern]] dre zalc'hen kont eus ar parlantoù-kornad.
Soñjal a ra da dud gouiziek ha barrek war ar langaj anezhe, ne dalc'h ket ar peurunvan trawalc’h kont deus an etimologiezh hag an doare-distagañ, ha diazezet don eo e-barzh brezhoneg Leon (met pas tre ive, peogwir pa vez lennet un destenn skrivet er skritur peurunvan ‘vel m’ema skrivet, ar pezh a vez klevet n’eo na leoneg, na tregereg, na kerneveg, na gwenedeg). Daoust da gement-se eo hemañ ar skritur a vez graet ar muiañ ganti bremañ, peogwir eo skritur ar vilitanted vreton (tud an ‘’Emsav’’), hag a zo e penn tout ar pezh a sell deus ar brezhoneg hiriv : ar skolioù Diwan, ar skolioù daou-langaj, Skol-veur Roazon, ar c’hentelioù-noz (peurvuiañ), al lodenn vrasañ deus ar pezh a vez skrivet ha moullet e brezhoneg hiriv ive.
N’eo ket re-lojik anezhañ, ha leun a toulloù-trap eo evit ar re zo é teskiñ : simboloù’zo n’int ket lojik ha ne vezont ket displeget gant ar gelennerien, setu perak kalz deus ar skolaerien ha deus ar studierien a zistag fall brezhoneg (i ‘zistag evel pa vije galleg).
 
Skouerioù deus an diforc'hioùhoù a zo etre ar skriturioù brezhoneg :