Volkanegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
===Volkanegezh dre [[subduktadur]]===
[[Skeudenn:Destructive plate margin.png|thumb|right|Volkanegezh dre subduktadur]]
An degouezh-mañ eo a zegas an darn vrasañ eus ar [[menez-tan|menezioù-tan]] a weler dre ar bed, dreist-holl reoù ''Gwareg an tan'' er mor Habask. C’hoarvezout a ra ez afe ur blakenn d’en em sankañ dindan unan all. Neuze ez a [[gouelezenn|gouelezennoù]] ur blakenn, hag a vez karget a zour alies, d'en em sankañ dindan ur blakenn gevandirel. [[Metamorfegezh]] kreñv a c'hoarvezo neuze alies zoken betek an deuzidigezh. Ar magma-se, [[granit|granitek]] ha [[trenk]], a glask adpignat dre ar [[frailh|frailhoù]] a zeu er blakenn us. Gallout a ra difoupañ war c'horre e stumm ur menez-tan pe un aridennad anezho. Menezioù-tan a seurt d'ar re-se a zo en [[Italia]] (rummad [[Vulcano]] hag an [[enezeg Eoliat]], an [[Etna]]), en [[Andoù]] e [[Suamerika]], e [[Norzhamerika]] ([[Menez Santez-Elena]]), en [[Indonezia]] ([[Merapi]], [[Pinatubo]], [[Krakatau]]...), enezegoù evel reoù an [[Antilhez]], [[inizi Kouril]], hag [[inizi Aleout]] hag all. Peurvuiañ e vezont tarzhus-kenañ hag e broioù poblet-tre siwazh evel en [[Indonezia]]. Pa darzhont ec'h eztaolont milionoù a donennadoù mein ha kalz a [[ludu]] en oabl. Goude tarzhadenn diwezhañ Menez Santez-Elena ([[Saint-Helen]]'s) er [[Stadoù-Unanet]] e troas ar boultrenn-se e-pad meur a viz en [[atmosferenn]] en-dro d'hon planedenn.
 
[[Skeudenn:Volcano.jpeg|thumb|left|400px|Menez St. Helens pa oa o kregiñ da zislonkañ moged, 18 a viz Mae 1980]]