Szczecin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
astennig
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Emañ Szczecin war ribloù ar stêr [[Oder]], ha kreiz kêr war ribl ar c'hornôg. Daoust m'emañ kêr war-hed 65 km diouzh ar [[Mor Baltel]], e c'hall listri bras erruout betek enni, hag unan eus porzhioù bras Polonia eo.
 
Szczecin a oa gwechall kêr-benn [[Pomerania]]. Er {{Vvet kantved}} e oa eno ul lec'h-kreñv, savet gant Slaved. Ur greizenn genwerzh e oa, a rae eskemmoù gant tud [[Skandinavia]] ha re kreiz Europa. Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e voe tro-ha-tro dindan dalc'h renerien [[Polonia]] hag en [[Impalaeriezh Santel Roman]]. En {{XIIvet kantved}} e teuas tud ar c'hornad da vezañ kristenien. Unan eus kêrioù an [[Hansa]] e voe ivez, evel kalz kêrioù bras all war aodoù ar [[Mor Baltel]].
 
Mont a reas Stettin e dalc'h roue [[Sveden]] e [[1648]], goude ar [[Brezel Tregont Vloaz]]. E [[1721]] e rankas Svediz lezel kêr gant renerien [[Prusia]]. E [[1870]], evel ar peurrest eus Prusia, e teuas da vezañ ur rann eus an [[Impalaeriezh alaman]]. E [[1945]], goude an [[Eil Brezel Bed]], en em gavas e Polonia.