Thebai : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Disteurel kemmoù 564130 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal)
Disteurel kemmoù 564128 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal)
Linenn 1:
[[File:Greece,ancient.gif|thumb|right|400px|Kartenn ma weler Thebai, e [[Beotia]], hag [[Aten]] en [[Attika]].]]
[[File:362 thebes.png|thumb|right|400px|Tebai p'edo e barr he brud]]
 
[[Skeudenn:Thebes-1.jpg|thumb|right|400px|''Dismantroù kêr Tebez'']]
Linenn 10:
 
==Mojenn==
[[Kadmos]], mab [[Agenor]], roue [[Sidon]], en dije diazezet kêr Tebez gant e gompagnuned. Kaset e oa bet ar paotr yaouank gant e dad da gerc'hat e c'hoar [[Europa]], bet skrapet gant an doue [[Zeus]], a oa deuet daveti dindan neuz un [[tarv]]. Goude treuziñ meur a vro setu eñ erru e [[Delfi]].
Eno e roas urzh ar [[Pitia]] da baouez gant e glask ha da heuliañ unur [[onner]]vuoc'h, ur c'hresk loar ganti ouzh he c'hostez, a zegouezhfe gantañ hag a gasfe anezhañ betek al lec'h ma ranke sevel ur geoded nevez.
Roet e oa bet ar vuoc'h da Gadmos gant [[Pelagon]], roue [[Fokis]], hag e kasas anezhañ betek [[Boeotia]].
 
 
[[Kadmos]] en doa kavet al lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar [[keoded|geoded]] nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour daevit lidañ un [[aberzh]] da [[Atena]] met lazhet e voent gant un [[aerouant]] dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha Kadmoskadmos ha lazhañ an euzhvil. War ali Atena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent had ha diwan a reas tud diouzh anal douarleur, gwisket ganto o harnez, armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar [[Sparted]] "aotokton". Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded.
Ares a oa tad an aerouant dour diskaret gant [[Kadmos]], hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar [[Sparted]] ha tiegezhioù bras noblañs Tebez.
Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg [[Harmonia]], merc'h Ares hag [[Afrodite]], gant [[Zeus]], evit skoulmañ ar peoc'h. Dont a reas Kadmos da vezañ kentañ roue ar geoded.