Jedoniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''jedoniezh''' a zo anezhi skiant ar jediñ. Bez' ez eus anezhi un domani a [[gouiziegezh|ouiziegezhioù]] difetis savet gant harp [[poellata]]où [[poellek]] a-zivout meizadoù evel an [[niver]]où, al [[Mentoniezh|lunioù]], ar [[Framm (jedoniezh)|frammoù]] hag an [[treuzfurmadur mentoniel|treuzfurmadurioù]]. Ar jedoniezh a zeanv ivez domani an [[imbourc'h skiantel|imbourc'h]] a glask diorren ar gouizigezhioù-mañ, ha dre-se an diskiblezh a denn outi.
 
Diforc'h eo ar jedoniezh diouzh ar [[skiantoù]] all a drugarez d'ul liamm dibarek gant ar [[Gwerc'helezh|werc'helezh]]. Kefredel a-bur eo he anien, diazeztdiazezet war [[aksiomenn]]où lavaret [[gwir]] (eleze n'eo ket an aksiomennoù-mañ dindan beli an arnod met alies awenet gantañ, peurgetket er jedoniezh klasel) -pe war [[kentread]]où darbennet en un doare ersezadel. Un dezrevell jedoniel – peurliesañ anvet [[delakadenn]], [[erganad]], [[skorlakadenn]], [[devoud]] pe [[adlakadenn]] – zo desellet talvoudek pa vez ar sternprezeg furmel a savel e -[...[Gwirionez|wirionez]] o toujañ d'ur framm heboell anvet [[dienadur]] pe poellata logikel-dezreadel.
 
Daoust d' an diskoulmoù jedoniel bezañ gwirionezoù furmel a-bur, kavout a reont arloadurioù er [[skiant]]où all hag e domanioù all ar [[Kalvezouriezh|c'halvezouriezh]]. En doare-mañ e komz [[Eugène Wigner]] eus « efedusted diheboell ar jedoniezh e skiantoù an natur »<ref>[[Eugene Wigner]], 1960, "[http://www.dartmouth.edu/~matc/MathDrama/reading/Wigner.html The Unreasonable Effectiveness of Mathematics in the Natural Sciences,]" ''[[Communications on Pure and Applied Mathematics]]'' 13(1): 1–14.</ref>.
 
== Notennoù ha daveoù ==
{{daveoù|colonnes=2}}
 
[[Rummad:Jedoniezh]]