Kaozeal:Kalaika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : N'eus ket ur fazi tamm ebet eus ar stumm-mañ: "Kalaikia" a gaver e geriadur Valee, ha dindan pluenn aozerien evel Youenn Drezen, P. Denez, h.a. N'eo ket savet ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Gwe 2009 da 08:37

N'eus ket ur fazi tamm ebet eus ar stumm-mañ: "Kalaikia" a gaver e geriadur Valee, ha dindan pluenn aozerien evel Youenn Drezen, P. Denez, h.a. N'eo ket savet diwar ar stummoù "Galicia" pe "Galiza" a vez graet gante e kalaikeg er mare a vremañ hag a zo deveret eus al latin GALAECIA, hogen eus ur stumm kent : hini anv ar geoded rakroman Kalaikoi / CALAICI he deus roet hec'h anv d'ar vro hag ar stumm latin kentañ CALAECIA.

Ar stumm Kalaika, mistroc'h hag aesoc'h da zistagañ moarvat, a zo an hini a vez graet gantañ gant K. Kedez. Savet eo e doare hini Valee, war-bouez an dibenn. Daou dibenn disheñvel a gaver e Kalaikeg a vremañ ivez, nes kontañ an henstummoù a vez graet gante a-wezhioù gant lenneien ar c'halaikeg. ("Armórica-Galaica" a gaver, lakaomp dindan bluenn Claudio Rodríguez Fer.)

N'haller ket diverkañ eus ar yezh ar stummoù bet implijet gant brasañ skrivagnerien ar brezhoneg.

Distreiñ d'ar bajenn "Kalaika".