Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Ur fazi splann eo ar ger-se, goulennet em eus e ziverkañ. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 Gwe 2009 da 17:58 (UTC)
 
:N'eus ket ur fazi tamm ebet eus ar stumm-mañ: "Kalaikia" a gaver e geriadur [[Frañsez Valee|Valee]], ha dindan pluenn aozerien evel [[Youenn Drezen]], P. Denez, h.a. N'eo ket savet diwar ar stummoù "Galicia" pe "Galiza" a vez graet gante e kalaikeg er mare a vremañ hag a zo deveret eus al latin GALAECIA, hogen eus ur stumm kent : hini anv ar geoded rakroman Kalaikoi / CALAICI he deus roet hec'h anv d'ar vro hag ar stumm latin kentañ CALAECIA. Ar stumm Kalaika, mistroc'h hag aesoc'h da zistagañ moarvat, a zo an hini a vez graet gantañ gant K. Kedez. Savet eo e doare hini Valee, war-bouez an dibenn. Daou dibenn disheñvel a gaver e Kalaikeg a vremañ ivez, nes kontañ an henstummoù a vez graet gante a-wezhioù gant lenneien ar c'halaikeg. ("Armórica-Galaica" a gaver, lakaomp dindan bluenn [[Claudio Rodríguez Fer]].) Da envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù Kalaikia ha Kalaika gant ar skrivagnerien, ha n'eo ket da envel ar Proviñs roman hepken. N'haller ket diverkañ eus ar yezh ar stummoù bet implijet gant brasañ skrivagnerien ar brezhoneg. [[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 (UTC)
 
Ar stumm Kalaika, mistroc'h hag aesoc'h da zistagañ moarvat, a zo an hini a vez graet gantañ gant K. Kedez. Savet eo e doare hini Valee, war-bouez an dibenn. Daou dibenn disheñvel a gaver e Kalaikeg a vremañ ivez, nes kontañ an henstummoù a vez graet gante a-wezhioù gant lenneien ar c'halaikeg. ("Armórica-Galaica" a gaver, lakaomp dindan bluenn [[Claudio Rodríguez Fer]].)
 
::Da gentañ-holl e vefe gwell sinañ ar pezh a skriver. A-hendall e vefe ret anzav e c'hellfe faziañ skrivagnerion 'zo, kea? Daoust ha ma c'hellje bezañ bet implijet tra pe dra war an dachenn lennegel n'eo ket abalamour da se ma rankfe lakaat da vat war an dachenn skiantel/holloueziadurel. Disheñvel-krenn eo "Galiza" diouzh "Gallaecia". Pe marteze e vefe ret ivez ober gant "''Lutetia''" (brezhonekaet "Loutetia"?) hag "''Albion''"?? Diverket eo bet adarre gant an adkas doubl bet krouet war un dro. Mar fell dit menegiñ ar stumm-mañ e korf ar pennad "[[Galiza]]", gra evel-just, en ur reñ an daveoù a fell dit. Mar vo adsavet ar pennad adarre ganit gant an hevelep titl e ranko bezañ stanket da IP. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 10:31 (UTC)
Da envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù Kalaikia ha Kalaika gant ar skrivagnerien, ha n'eo ket da envel ar Proviñs roman hepken.
N'haller ket diverkañ eus ar yezh ar stummoù bet implijet gant brasañ skrivagnerien ar brezhoneg.
 
chom:::Digarezit ma n'am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n'am boa ket kavet penaos en ober. hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn. Aes deoc'h gouzout eta n'eo ket dre guzh am eus graet. Chom a ran nes kompren perak ne vefe ket degemeret da adstumm stummoù lennegel a zo diazezet mat e skridoù skrivagnerien a-bouez en hor yezh. Unan a lenno Youenn Drezen, lakaomp, hag a glasko titouroù war ar vro emañ o komz diouti, perak ne gavfe ket ? Daou anv a zo da c'halaika e Kalaikeg. Ha chalus e vefe he defe ar vro-se meur a hini e brezhoneg ? [[Implijer:Gad|Gad]] 1514 Gwe 2009 da 13:00 (UTC)
 
Da gentañ-holl e vefe gwell sinañ ar pezh a skriver.
 
::::Da gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ... Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ). Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 11:16 (UTC)
A-hendall e vefe ret anzav e c'hellfe faziañ skrivagnerion 'zo, kea? Daoust ha ma c'hellje bezañ bet implijet tra pe dra war an dachenn lennegel n'eo ket abalamour da se ma rankfe lakaat da vat war an dachenn skiantel/holloueziadurel. Disheñvel-krenn eo "Galiza" diouzh "Gallaecia". Pe marteze e vefe ret ivez ober gant "''Lutetia''" (brezhonekaet "Loutetia"?) hag "''Albion''"??
:::::Pet meneg a gaver eus [[Kalaika]] e brezhoneg? Unan gant youenn Drezen? Pet all eus [[Kalaikia]]? [[Dibar:Contributions/193.52.64.243|193.52.64.243]] 14 Gwe 2009 da 11:25 (UTC)
 
::::::"Kalaikiad" pe "kalaikiat" –n'ouzon ket ken– a gaver e ''Sizhunvezh ar breur Arturo'' gant Youenn Drezen, diwar stumm diazez [[Kalaikia]] a gaver e geriadur Valee eza. Kalaikia c'hoazh dindan bluenn P. Drenez en ur pennad bennak a-ziwar Manuel María. An adstumm [[Kalaika]] a vez graet gantañ gant Kedez a zo stummet ken mat all. Evit envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù-se ha neket evit ar rannvro roman. Mar fell da unan ober un diforc'h etre "Galaecia" ha "Galicia" e c'hello atav ober gant ar rakger hen- pe gant an anv latin m'emañ o komz eus ar proviñs roman. N'on ket bet o klask pelloc'h met gall a rafot ober : Valee, Drezen, P. Denez : trawalc'h evit prouiñ un implij lennegel, ha koshoc'h an implij-se eget hini ar stumm "Galiza" e brezhoneg. Met gall a rafec'h enklask pelloc'h hag e vefe kavet skrivagnerien anavezet sur. Mat eo degemer stummoù nevez, met n'emeur ket o vont da gorbellañ hor lennegezh evit-se, a gav din, ha lakaat pozioù hor lenneien wellañ da vezañ "fazioù", alato! Bremañ m'eo lañset brav an tabut er stumm a zoare, mar plij ganeoc'h lemel an evezhiadenn displijus a zo bet lakat e lein ar bajenn-mañ. Ho trugarekaat en a-raok.[[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 15:55 (UTC)
Diverket eo bet adarre gant an adkas doubl bet krouet war un dro. Mar fell dit menegiñ ar stumm-mañ e korf ar pennad "[[Galiza]]", gra evel-just, en ur reñ an daveoù a fell dit. Mar vo adsavet ar pennad adarre ganit gant an hevelep titl e ranko bezañ stanket da IP. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 10:31 (UTC)
 
==[[Implijer:Gad]] / pennad Kalaika - kaozeadenn ==
Digarezit ma n'am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n'am boa ket kavet penaos en ober. hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn. Aes deoc'h gouzout eta n'eo ket dre guzh am eus graet.
 
chom a ran nes kompren perak ne vefe ket degemeret da adstumm stummoù lennegel a zo diazezet mat e skridoù skrivagnerien a-bouez en hor yezh. Unan a lenno Youenn Drezen, lakaomp, hag a glasko titouroù war ar vro emañ o komz diouti, perak ne gavfe ket ? Daou anv a zo da c'halaika e Kalaikeg. Ha chalus e vefe he defe ar vro-se meur a hini e brezhoneg ? [[Implijer:Gad|Gad]] 15 Gwe 2009 da 13:00 (UTC)
 
===Respont===
 
Da gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ...
 
Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ).
 
Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija.
 
[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 11:16 (UTC)
:Pet meneg a gaver eus [[Kalaika]] e brezhoneg? Unan gant youenn Drezen? Pet all eus [[Kalaikia]]? [[Dibar:Contributions/193.52.64.243|193.52.64.243]] 14 Gwe 2009 da 11:25 (UTC)