Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
::::Da gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ... Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ). Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 11:16 (UTC)
:::::Pet meneg a gaver eus [[Kalaika]] e brezhoneg? Unan gant youenn Drezen? Pet all eus [[Kalaikia]]? [[Dibar:Contributions/193.52.64.243|193.52.64.243]] 14 Gwe 2009 da 11:25 (UTC)
::::::"Kalaikiad" pe "kalaikiat" –n'ouzon ket ken– a gaver e ''SizhunvezhSizhun ar breur Arturo'' gant Youenn Drezen, diwar stumm diazez [[Kalaikia]] a gaver e geriadur Valee eza. Kalaikia c'hoazh dindan bluenn P. Drenez en ur pennad bennak a-ziwar Manuel María. An adstumm [[Kalaika]] a vez graet gantañ gant Kedez a zo stummet ken mat all. Evit envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù-se ha neket evit ar rannvro roman. Mar fell da unan ober un diforc'h etre "Galaecia" ha "Galicia" e c'hello atav ober gant ar rakger hen- pe gant an anv latin m'emañ o komz eus ar proviñs roman. N'on ket bet o klask pelloc'h met gall a rafot ober : Valee, Drezen, P. Denez : trawalc'h evit prouiñ un implij lennegel, ha koshoc'h an implij-se eget hini ar stumm "Galiza" e brezhoneg. Met gall a rafec'h enklask pelloc'h hag e vefe kavet skrivagnerien anavezet sur. Mat eo degemer stummoù nevez, met n'emeur ket o vont da gorbellañ hor lennegezh evit-se, a gav din, ha lakaat pozioù hor lenneien wellañ da vezañ "fazioù", alato! Bremañ m'eo lañset brav an tabut er stumm a zoare, mar plij ganeoc'h lemel an evezhiadenn displijus a zo bet lakat e lein ar bajenn-mañ. Ho trugarekaat en a-raok.[[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 15:55 (UTC)
:::::Eus peseurt kontoù ken niverus-se emaoc'h o kaozeal? [[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 16:03 (UTC)