Thomas More : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Thomas More]], pe v[[Morus]], (1478-1535), a oa ur politikour, [[prederour]], skrivagner ha [[denelour]] saoz, a oa troet a-enep da zoareoù ha da soñjoù ar roue [[Herri VIII a Vro-Saoz]]. En abeg da se eo e voe lakaet d’ar marv gant hemañ. Anvet e voe da sant gant ar pab da c'houde.
 
Un den a lezenn e oa ivez, tost-tre ouzh denelourien all evel [[Erasmus]]. Mont a reas Tomaz More da lean gant ar [[Chartrouzed]] en 1499. Nac’h a reas doujañ d’e le a vanac’h pevar bloaz goude da c’hallout mont da gannad e Parlamant [[Bro-Saoz]] en 1504. Enebiñ a reas ouzh ar roue [[Herri VII (Bro-Saoz)|Herri VII a Vro-Saoz]]. Hemañ a redias anezhañ da leuskel e blas a gannad.
 
Pa varvas ar roue kozh en 1509, e tistroas More d’ober politikerezh. Dre ma oa erru mat gant ar roue [[Herri VIII a Vro(Bro-Saoz)|Herri VIII]], ec’h eas da guzulier dezhañ, ha goude da vouezh-aotreet [[Kambr ar C’humunioù]], hag en 1529, da gañseller ar rouantelezh.
 
E red-vuhez a voe troc’het pa nac’has Tomaz More sentiñ ouzh kemennadenn Herri VIII, pa c’hoantae hemañ terriñ e zimeziñ gant [[Katerina a Aragon]]. E gredennoù relijiel eo a harze outañ da vont a-enep da urzhioù ar Pab. Reiñ a reas e zilez diouzh e labour a gañseller en 1532 hag e tilezas ar bed politikel. Lakaet e voe en toull-bac’h en 1534 ha troc’het e voe e benn dezhañ d’ar 7 a viz Gouere 1535.