Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 14:
::::::"Kalaikiad" pe "kalaikiat" –n'ouzon ket ken– a gaver e ''Sizhun ar breur Arturo'' gant Youenn Drezen, diwar stumm diazez [[Kalaikia]] a gaver e geriadur Valee eza. Kalaikia c'hoazh dindan bluenn P. Drenez en ur pennad bennak a-ziwar Manuel María. An adstumm [[Kalaika]] a vez graet gantañ gant Kedez a zo stummet ken mat all. Evit envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù-se ha neket evit ar rannvro roman. Mar fell da unan ober un diforc'h etre "Galaecia" ha "Galicia" e c'hello atav ober gant ar rakger hen- pe gant an anv latin m'emañ o komz eus ar proviñs roman. N'on ket bet o klask pelloc'h met gall a rafot ober : Valee, Drezen, P. Denez : trawalc'h evit prouiñ un implij lennegel, ha koshoc'h an implij-se eget hini ar stumm "Galiza" e brezhoneg. Met gall a rafec'h enklask pelloc'h hag e vefe kavet skrivagnerien anavezet sur. Mat eo degemer stummoù nevez, met n'emeur ket o vont da gorbellañ hor lennegezh evit-se, a gav din, ha lakaat pozioù hor lenneien wellañ da vezañ "fazioù", alato! Bremañ m'eo lañset brav an tabut er stumm a zoare, mar plij ganeoc'h lemel an evezhiadenn displijus a zo bet lakat e lein ar bajenn-mañ. Ho trugarekaat en a-raok.[[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 15:55 (UTC)
:::::Eus peseurt kontoù ken niverus-se emaoc'h o kaozeal? [[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 16:03 (UTC)
::::::N'eo ket "Galiza" ur stumm nevez: degemeret eo bet e brezhoneg diwar unan eus an daou stumm galizek orin ofisiel "Galiza" (hag ivez "Galicia" o klotaat gant ar spagnoleg) dres evel m'eo bet degemeret, pe a rankfe bezañ degemeret d'am soñj-me d'an nebeutañ, stummoù ofisiel all evel, da skouer, ''Mumbai'' kentoc'h evit ''Bombay'' daoust ha ma c'hellje bezañ bet graet nouspet gwezh gant ar stumm ''Bombay'' el lennegezh vrezhonek. Faziañ a c'hell ar skrivagnerion, ha d'am soñj eo ur fazi en doa graet Vallée oc'h ijinañ ar stumm brezhonekaet-se ha neuze e lakaat da vezañ kevatal ouzh ar vro a-vremañ. Ha goût a ouie pe hini eo anv ar vro e yezh ar vro-se? A galon, [[DibarImplijer:ContributionsNeal|<span style="color:green">Neal</83.165.108.154span>]] [[User talk:Neal|83.165.108.154<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 14:1033 (UTC)
 
::::::N'eo ket "Galiza" ur stumm nevez: degemeret eo bet e brezhoneg diwar unan eus an daou stumm galizek orin ofisiel "Galiza" (hag ivez "Galicia" o klotaat gant ar spagnoleg) dres evel m'eo bet degemeret, pe a rankfe bezañ degemeret d'am soñj-me d'an nebeutañ, stummoù ofisiel all evel, da skouer, ''Mumbai'' kentoc'h evit ''Bombay'' daoust ha ma c'hellje bezañ bet graet nouspet gwezh gant ar stumm ''Bombay'' el lennegezh vrezhonek. Faziañ a c'hell ar skrivagnerion, ha d'am soñj eo ur fazi en doa graet Vallée oc'h ijinañ ar stumm brezhonekaet-se ha neuze e lakaat da vezañ kevatal ouzh ar vro a-vremañ. Ha goût a ouie pe hini eo anv ar vro e yezh ar vro-se? A galon, [[Dibar:Contributions/83.165.108.154|83.165.108.154]] 14 Gwe 2009 da 14:10 (UTC)