Gad
Kont krouet d’an 3 Gou 2007
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù) |
Gad (kaozeal | degasadennoù) Kalaikia vs Galiza |
||
Linenn 7:
==[[Kalaika]]==
Ur fazi splann eo ar ger-se, goulennet em eus e ziverkañ. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 Gwe 2009 da 17:58 (UTC)
:N'eus ket ur fazi tamm ebet eus ar stumm-mañ: "Kalaikia" a gaver e geriadur [[Frañsez
::Da gentañ-holl e vefe gwell sinañ ar pezh a skriver. A-hendall e vefe ret anzav e c'hellfe faziañ skrivagnerion 'zo, kea? Daoust ha ma c'hellje bezañ bet implijet tra pe dra war an dachenn lennegel n'eo ket abalamour da se ma rankfe lakaat da vat war an dachenn skiantel/holloueziadurel. Disheñvel-krenn eo "Galiza" diouzh "Gallaecia". Pe marteze e vefe ret ivez ober gant "''Lutetia''" (brezhonekaet "Loutetia"?) hag "''Albion''"?? Diverket eo bet adarre gant an adkas doubl bet krouet war un dro. Mar fell dit menegiñ ar stumm-mañ e korf ar pennad "[[Galiza]]", gra evel-just, en ur reñ an daveoù a fell dit. Mar vo adsavet ar pennad adarre ganit gant an hevelep titl e ranko bezañ stanket da IP. A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 10:31 (UTC)
:::Digarezit ma n'am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n'am boa ket kavet penaos en ober. hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn. Aes deoc'h gouzout eta n'eo ket dre guzh am eus graet. Chom a ran nes kompren perak ne vefe ket degemeret da adstumm stummoù lennegel a zo diazezet mat e skridoù skrivagnerien a-bouez en hor yezh. Unan a lenno Youenn Drezen, lakaomp, hag a glasko titouroù war ar vro emañ o komz diouti, perak ne gavfe ket ? Daou anv a zo da c'halaika e Kalaikeg. Ha chalus e vefe he defe ar vro-se meur a hini e brezhoneg ? [[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 13:00 (UTC)
::::Da gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ... Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ). Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 11:16 (UTC)
:::::Pet meneg a gaver eus [[Kalaika]] e brezhoneg? Unan gant youenn Drezen? Pet all eus [[Kalaikia]]? [[Dibar:Contributions/193.52.64.243|193.52.64.243]] 14 Gwe 2009 da 11:25 (UTC)
::::::"Kalaikiad" pe "kalaikiat" –n'ouzon ket ken– a gaver e ''Sizhun ar breur Arturo'' gant Youenn Drezen, diwar stumm diazez [[Kalaikia]] a gaver e geriadur
:::::Eus peseurt kontoù ken niverus-se emaoc'h o kaozeal? [[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 16:03 (UTC)
::::::N'eo ket "Galiza" ur stumm nevez: degemeret eo bet e brezhoneg diwar unan eus an daou stumm galizek orin ofisiel "Galiza" (hag ivez "Galicia" o klotaat gant ar spagnoleg) dres evel m'eo bet degemeret, pe a rankfe bezañ degemeret d'am soñj-me d'an nebeutañ, stummoù ofisiel all evel, da skouer, ''Mumbai'' kentoc'h evit ''Bombay'' daoust ha ma c'hellje bezañ bet graet nouspet gwezh gant ar stumm ''Bombay'' el lennegezh vrezhonek. Faziañ a c'hell ar skrivagnerion, ha d'am soñj eo ur fazi en doa graet Vallée oc'h ijinañ ar stumm brezhonekaet-se ha neuze e lakaat da vezañ kevatal ouzh ar vro a-vremañ. Ha goût a ouie pe hini eo anv ar vro e yezh ar vro-se? A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 14:33 (UTC)
:::::::Bez ez eus eus Galiza ur stumm nevez e Brezhoneg. Gant Roparz Hemon (emb. Al Liamm, 1978) e vez kavet Kalaikia ivez. Hogen gant Roparz Hemon adwelet gant Ronan Huon (emb. Al Liamm 1998) e kaver Galikia evit "Galicie" (Polska) ha Galisia evit "Galice", diouzh ar stumm ofisiel nemetañ e kalaikeg er mare-se (betek 2003, 'm eus aon). Er roll anvioù divoutin e kaver Galiza avat. Moarvat ne oa ket poellek-tre reizhadennoù R. Huon... N'eo ket ur fazi o deus graet Vallee, Drezen, hag Hemon, un dibab ne laran ket. Gall a raer ober dibaboù all, met n'haller ket lakaat da fazi an dibab bet graet gant brasañ skrivagnerien ar yezh kalz a-raok d'ar stumm lakaet da stumm reizh nemetañ ganeoc'h degouezhout en hor yezh. Met piv oc'h c'hwi, Neal, evit lakaat ho tibaboù broadelour a-us eus re hor lenneien pouezusañ ? Pennreizher ar Wiki ? Petra eo a gont avat : lakaat ar ouiziegezh da vont war raok er rouedad pe lakaat ar stummoù lakaet "reizh" ganeoc'h da vezañ trec'h, ha pa vefe a-enep d'an hengoun lennegel, d.l.e. a enep ar sevenadur ? [[Implijer:Gad|Gad]] 16 Gwe 2009 da 14:24 (UTC)
|