Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kalaikia vs Galiza
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 16:
::::::N'eo ket "Galiza" ur stumm nevez: degemeret eo bet e brezhoneg diwar unan eus an daou stumm galizek orin ofisiel "Galiza" (hag ivez "Galicia" o klotaat gant ar spagnoleg) dres evel m'eo bet degemeret, pe a rankfe bezañ degemeret d'am soñj-me d'an nebeutañ, stummoù ofisiel all evel, da skouer, ''Mumbai'' kentoc'h evit ''Bombay'' daoust ha ma c'hellje bezañ bet graet nouspet gwezh gant ar stumm ''Bombay'' el lennegezh vrezhonek. Faziañ a c'hell ar skrivagnerion, ha d'am soñj eo ur fazi en doa graet Vallée oc'h ijinañ ar stumm brezhonekaet-se ha neuze e lakaat da vezañ kevatal ouzh ar vro a-vremañ. Ha goût a ouie pe hini eo anv ar vro e yezh ar vro-se? A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 14 Gwe 2009 da 14:33 (UTC)
:::::::Bez ez eus eus Galiza ur stumm nevez e Brezhoneg. Gant Roparz Hemon (emb. Al Liamm, 1978) e vez kavet Kalaikia ivez. Hogen gant Roparz Hemon adwelet gant Ronan Huon (emb. Al Liamm 1998) e kaver Galikia evit "Galicie" (Polska) ha Galisia evit "Galice", diouzh ar stumm ofisiel nemetañ e kalaikeg er mare-se (betek 2003, 'm eus aon). Er roll anvioù divoutin e kaver Galiza avat. Moarvat ne oa ket poellek-tre reizhadennoù R. Huon... N'eo ket ur fazi o deus graet Vallee, Drezen, hag Hemon, un dibab ne laran ket. Gall a raer ober dibaboù all, met n'haller ket lakaat da fazi an dibab bet graet gant brasañ skrivagnerien ar yezh kalz a-raok d'ar stumm lakaet da stumm reizh nemetañ ganeoc'h degouezhout en hor yezh. Met piv oc'h c'hwi, Neal, evit lakaat ho tibaboù broadelour a-us eus re hor lenneien pouezusañ ? Pennreizher ar Wiki ? Petra eo a gont avat : lakaat ar ouiziegezh da vont war raok er rouedad pe lakaat ar stummoù lakaet "reizh" ganeoc'h da vezañ trec'h, ha pa vefe a-enep d'an hengoun lennegel, d.l.e. a enep ar sevenadur ? [[Implijer:Gad|Gad]] 16 Gwe 2009 da 14:24 (UTC)
::::::::Ya, ne oa ofisiel e galizek nemet ar stumm spagnolekaet "Galicia" betek ma oa bet adwelet reolennoù-skrivañ ofisiel ar yezh. Ha neuze? "Galiza" eo ar stumm hengounel ha koshoc'h, implijet ez-istorel gant ar galizeg-portugaleg hag abaoe atav gant ar portugaleg unvan.
::::::::Piv on-me, a c'houlennez. Aes-tre: unan eus ar verourion (an hini oberiant nematañ abaoe un frapadig) hag ivez ar bureviad nemetañ. Ha penaos on deuet da vezañ? Dre vouzhiadeg. Da lâret eo eo bet fiziet ennañ gant an darn-vrasañ eus an implijerion/ezed kas da-benn kargoù ur merour: en o zouez doujañ d'ar pennreolennoù (da skouer, n'eo ket ar Wikipedia ur geriadur).
::::::::Kudenn ebet evit mennegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "[[Galiza]]", implijet ar stumm-mañ evit titl ar pennad pennañ peogwir eo hemañ an hini e vez implijet hiziv gant an darn-vrasañ a dud er yezh unvan (stumm kavet e geriadur An Here, da skouer)
::::::::Arabat mont re ball ganit. Prest on da gaozeal ha da selaou arguzennoù a bep suert. Berr eo deuet ma fasianted en amzer-mañ, avat, ha stanket e vo an implijerion/ezed a gav dezhe gwell tagadennoù personel. Da lâret eo, broadelour pe get, n'en deus ma savpoent politikel netra da welet gant an tem-mañ. Lakaet out bet war evezh dija evit da emzalc'h (ha n'eo ket abalomour d'ar fed ma tibabez ober gant an eil stumm pe egile, moarvat). [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 16 Gwe 2009 da 13:22 (UTC)