Stad c'hall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ar '''stad c'hall''' eo an anv a roer a-wechoù *d'ar stad a zo e Bro-C'hall, hag a zo anvet stad c'hall en holl yezhoù e-barzh ar feuremgevioù etrevroadel; *dre verddro, d'ar [[...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Gwe 2009 da 18:03

Ar stad c'hall eo an anv a roer a-wechoù

  • d'ar stad a zo e Bro-C'hall, hag a zo anvet stad c'hall en holl yezhoù e-barzh ar feuremgevioù etrevroadel;
  • dre verddro, d'ar Republik C'hall hiziv
  • pe da Bro-C'hall dre vras, pa ne glasker ket ober ar c'hemm etre mare ar rouaned , hini ar Republik pe an Impalaeriezh, ha pa venner anataat ar gendalc'husted etre an holl renadoù-se en istor.

Met ma skriver Stad C'hall e reer kaoz eus an anv ofisiel (a veze skrivet war ar pezhioù moneiz) kemeret gant renad ar marevezh etre 1940 ha 1944 ma voe Philippe Pétain e penn Bro-C'hall, hag a vez kavet gwelloc'h ankounac'haat gant politikourien pe istorourien zo pa lavaront gouarnamant Vichy en e lec'h, evit brasañ displijadur tud ar gêr-se.