Stad c'hall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Daou dra zo: '''stad c'hall''' ha '''Stad C'hall'''
 
==Ar stad c'hall==
Ar '''stad c'hall''' eo an anv a roer a-wechoù
*d'ar [[stad]] a zo e [[Bro-C'hall]] hiziv, hag a zo anvet '''stad c'hall''' en holl yezhoù e-barzh ar feuremglevioù etrevroadel, pa vez lavaret ar [[Republik C'hall]] gant ar gouarnamant hag ar bolitikerien c'hall ;
*d'ar stad zo bet e Bro-C'hall a-hed hec'h [[Istor Bro-C'hall|istor]], hep derc'hel kont eus ar renadoù politikel disheñvel zo bet etre mare ar rouaned hag ar republik a vremañ.
*dre verddro, d'ar [[Republik C'hall]] hiziv
*pe da Bro-C'hall dre vras, pa ne glasker ket ober ar c'hemm etre mare ar rouaned , hini ar Republik pe an Impalaeriezh, ha pa venner anataat ar gendalc'husted etre an holl renadoù-se en istor.
 
==Ar Stad C'hall==
Met ma skriver [[Stad C'hall]] e reer kaoz eus an anv ofisiel (''Etat Français'' a veze skrivet war ar pezhioù moneiz) kemeret gant renad ar marevezh etre 1940 ha 1944, mapa voe [[Philippe Pétain]] e penn Bro-C'hall, hag a vez kavet gwelloc'h ankounac'haat gant politikourien pe istorourien zo hiziv, pa lavaront ''gouarnamant Vichy'' en e lec'h, evit brasañ displijadur tud ar gêr-se.
 
Lavaret e oa bet gant ar stad c'hall, en amzer François Mitterrand, ne oa ket ar Stad C'hall (hini Pétain) ar Republik (anat a-walc'h) ha dre-se ne c'halled ket tamall da Vro-C'hall an torfedoù graet gant gouarnamant Pétain ha ne oa ket Bro-C'hall. N'eo ket an doare-se da soñjal a zo bet heuliet gant Jacques Chirac pa en deus anavezet torfedoù amzer Pétain evel torfedoù gall.
 
 
<!--
 
le nom de la personne juridique de droit public et de droit international qui désigne la France (plus anciennement la couronne de France), en particulier dans les procédures auprès des juridictions administratives et du conseil d'État. Voir l'article : État en France ;
l'État français, nom officiel utilisé par le gouvernement de la France durant l'Occupation allemande, désigné le plus souvent sous les noms de Régime de Vichy .
-->
 
[[Rummad:Istor Bro-C'hall]]