Stad c'hall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎Ar Stad C'hall: diezhomm, danvez lakaet er pennad all
Linenn 9:
Met ma skriver [[Stad C'hall]] e reer kaoz eus an anv ofisiel (''Etat Français'' a veze skrivet war ar pezhioù moneiz) kemeret gant renad ar marevezh etre 1940 ha 1944, pa voe [[Philippe Pétain]] e penn Bro-C'hall, hag a vez kavet gwelloc'h ankounac'haat gant politikourien pe istorourien zo hiziv, pa lavaront ''gouarnamant Vichy'' en e lec'h, evit brasañ displijadur tud ar gêr-se.
 
Lavaret e oa bet gant ar stad c'hall, en amzer François Mitterrand, ne oa ket ar Stad C'hall (hini Pétain) ar Republik (anat a-walc'h) ha dre-se ne c'halled ket tamall da Vro-C'hall an torfedoù graet gant gouarnamant Pétain ha ne oa ket Bro-C'hall. N'eo ket an doare-se da soñjal a zo bet heuliet gant Jacques Chirac pa en deus anavezet torfedoù amzer Pétain evel torfedoù gall.