Stad c'hall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Disteurel kemmoù 566313 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal)
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant 'Netra'
Linenn 1:
Netra
Daou dra zo: '''stad c'hall''' ha '''Stad C'hall'''
 
==Ar stad c'hall==
Ar '''stad c'hall''' eo an anv a roer a-wechoù
*d'ar [[stad]] a zo e [[Bro-C'hall]] hiziv, hag a zo anvet '''stad c'hall''' en holl yezhoù e-barzh ar feuremglevioù etrevroadel, pa vez lavaret ar [[Republik C'hall]] gant ar gouarnamant hag ar bolitikerien c'hall ;
*d'ar stad zo bet e Bro-C'hall a-hed hec'h [[Istor Bro-C'hall|istor]], hep derc'hel kont eus ar renadoù politikel disheñvel zo bet etre mare ar rouaned hag ar republik a vremañ.
 
==Ar Stad C'hall==
Met ma skriver [[Stad C'hall]] e reer kaoz eus an anv ofisiel (''Etat Français'' a veze skrivet war ar pezhioù moneiz) kemeret gant renad ar marevezh etre 1940 ha 1944, pa voe [[Philippe Pétain]] e penn Bro-C'hall, hag a vez kavet gwelloc'h ankounac'haat gant politikourien pe istorourien zo hiziv, pa lavaront ''gouarnamant Vichy'' en e lec'h, evit brasañ displijadur tud ar gêr-se.
 
Lavaret e oa bet gant ar stad c'hall, en amzer François Mitterrand, ne oa ket ar Stad C'hall (hini Pétain) ar Republik (anat a-walc'h) ha dre-se ne c'halled ket tamall da Vro-C'hall an torfedoù graet gant gouarnamant Pétain ha ne oa ket Bro-C'hall. N'eo ket an doare-se da soñjal a zo bet heuliet gant Jacques Chirac pa en deus anavezet torfedoù amzer Pétain evel torfedoù gall.
 
 
 
 
[[Rummad:Istor Bro-C'hall]]
[[fr:Etat Français]]