Ernst Thälmann : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: fr:Ernst Thälmann
Linenn 13:
 
== Goude e varv ==
Goude ar Brezel e voe roet e anv da monumantoù, straedoù ha skolioù en [[DDR]]. Hiziv an deiz e c'haller gwelout c'hoazh lec'hioù evel-se e [[Berlin]], [[Hamburg]] hag e [[Frankfurt (Oder)|Frankfurt an der Oder]].
 
Ar sonaozour breizhveuriat [[Cornelius Cardew]] a savas ''Thälmann Variations'' (sonerezh piano), da enoriñ Ernst Thälmann.
 
E [[1955]] e voe savet ur film diwar e benn gant [[Kurt Maetzig]]. Div lodenn a ya d'ober ar film : ''Sohn Seiner Klasse'' ha ''Führer Seiner Klasse''. Gouarnamant [[DDR]] eo en doa goulennet gant Maetzig en ober.
 
E [[1972]] e [[Cuba]] e teuas an enezenn ''Cayo Blanco del Sur'' da vezañ ''Cayo Ernesto Thaelmann'' da lavaret eo enezenn Ernst Thälmann, ha profet e voe da DDR en eskemm da wirioù war varc'had ar sukr en [[Europa]].