Alfonso Iañ d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kemmoù Bleiz (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Bianchi-Bihan
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
== E vuhez ==
 
Mab e oa d'an dug [[Ercole I d'Este]] hagha da [[Eleonora d'Aragondi Napoli]]. Dimeziñ a reas da [[Anna Maria Sforza]] en [[1491]], met mervel a reas e wreg en [[1497]]. Pevar bloaz diwezhatoc'h e timezas da [[Lucrezia Borgia]], [[merc'h]] ar pab [[Alesant VI]]. Anvet e voe da zug war-lerc'h marv e dad e [[1505]].
Perzh a gemeras er brezelioù etre [[Venezia]] ha [[Stadoù an Iliz]], hag en tabutoù a veze etre [[Bro-C'hall]] ha [[Spagn]] evit ren en [[Italia]].
 
Un irienn a voe savet en e enep gant e zaou vreur yaouankañ [[Ferrante d'Este]] ha [[Giulio d'Este]] (1506) ha kastizet e voent.
 
E 1508 en em glevas gant ar pab [[Jul II]] e [[Kevre Cambrai]] a-enep Venezia. Anvet e oe da c'h-[[gonfaloniere]], [[advoue]] eskopti Iliz Sakr Roma (1509), hag en anv-se eo ec'h aloubas ar [[Polésine]] hag e faezhas arme Venezia e [[Polesella]] en 1509 gant skoazell e vreur kardinal [[Ippolito II d'Este]]. [[eskumunugenn|Eskumunuget]] e voe ha diberc'hennet eus e vadoù gant ar pab e 1510 dre ma n'houle ket ober ar peoc'h evel ar pab gant Venezia. Tennet e voe digantañ dugelezh [[Modena]], [[Carpi]] ha [[Mirandola]] a voe aloubet e 1511 gant armeoù ar pab.
 
E-pad brezel ar C'hevre Santel e reas emglev gant Bro-C'hall, ha gant e ganolioù brudet e kemeras perzh en [[emgann Ravenna]] e 1512 hag en trec'h.