Linus Torvalds : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ht:Linus Torvalds
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
== Buhezskrid ==
 
Linus Torvalds a zo ganet e Helsinki, e Finland, mab eus ar c'hazetenourien Anna ha Nils Torvalds, ha mab-bihan ar barzhoneger Ole Torvalds. E familh a zo ezel eus kummuniezh ar finlanded o komz suedeg ''([[Finlandssvensk]])'', 5.5% eus pobladur bro-Finland. Torvalds a zo eat e Skol-Veur Helsinki eus 1988 da 1996, hag en deus bet ar mestroniezh e urzhiataerezh eus ar ''NODES research group''. E studioù a zo bet paouezet goude e vloaz kentañ dre m'eo aet e arme Finland. En arme, paket en deus ar rank a eil-letanant. Jediñ a rae durc'hadurioù ha treug an tennoù. E 1990, adkemere en deus e studioù er skol-veur, ha dizloet en deus UNIX evit ar wech kentañ, en e stumm DEC MicroVAX o lakaat da dreién ULTRIX.
Linus Torvalds a zo ezel eus kummuniezh ar finlanded o komz suedeg ''([[Finlandssvensk]])'', 6% eus pobladur bro-Finland.
 
E dedenn evit an urzhiataeroù en deus kroget gant ar Commodore VIC-20. Goude ar VIC-20, prenet en deus ar Sinclair QL, lerc'h m'en deus cheñchet e reizhad korvoiñ. Programet en deus ur yezh asambliñ hag un editour testenn evit ar QL, hag ivez un nebeut c'hoarioù. Anavezet eo evit bezañ skrivet ur kopienn eus Pac-Man, anvet Cool Man. An 2 a viz Genver 1991, prenet en deus un IBM-PC gant un Intel 80386 ha tremenet en deus ur mizvezh da c'hoari da [[Prince of Persia]] a-raok resev e skouerenn eus MINIX ar pezh en deus lakaet anezhañ da labourat war Linux.
Awenet gant ar sistem [[Minix]] diorroet gant [[Andrew S. Tanenbaum]], diviz a ra e [[1991]] krouiñ ur [[reizhiad korvoiñ]] a c'hallfe implij holl barregezhioù e [[urzhiataer]] nevez, ur [[PC kenglotus]] gant ur [[mikroprosesor]] [[Intel 80386]]. Komz a ra buan eus e grouadur war [[Usenet]] ha tud all a glask e graoñell hag a ginnig dezhañ traoù evit gwellaat e oberenn. Evel-se eo gant ar [[kraoñell Linux|c'haonell Linux]].
 
Linus Torvalds a zo dimezet gant Tove Torvalds. Kejet o deus evit ar wech kentañ e diskar-amzer 1993. Torvalds a oa o kinnig e poelladennoù evit urzhiataeroù labourva ha laret en deus d'ar studierien da gas dezhaén un e-mail evit un test, ha Tove en deus kaset dezhañ un e-mail o c'houlenn un emgav. Tove ha Linus a zo bet dimezet diwezatoc'h hag o deus bet teir merc'h, Patricia, Daniela, ha Celeste.
Da heul e labour e [[Skol-veur Helsinki]], Linus Torvalds en deus labouret eus [[C'hwevrer 1997]] betek [[Gouere 2003]] e ''[[Transmeta]]'', ur gevredigezh eus [[Silicon Valley]] ([[SUA]]) a sav mikroprosesorioù gant ur bevezerezh izel. E ''Transmeta'' e oa aotreet da gemer ur pennad eus e amzer evit labourat war e graoñell Linux.
 
Goude un dro e Transmeta e fin 1996, asantet en deus ur plas en embregerezh e Kalifornia, lerc'h m'en deus labouret eus miz C'hwevrer 1997 betek miz Even 2003. Goude ez eo aet en ''Open Source Development Labs'', a zo goude aet gant ar Free Standards Group evit dont da vezañ Linux Foundation. E miz Even 2004, Torvalds hag e familh a zo aet e Portland, Oregon, evit bezañ tostoc'h eus karterioù OSDL.
Bevañ a ra hiriv-an-deiz en [[Oregon]] e SUA gant e wreg Tove hag o teir merc'h. Ezel eo eus an ''[[Open Source Development Lab]]'', un arnodva paet gant ur c'honsorsiom kevredigezhioù a werzh Linux.
 
E vaskotenn personel a zo ur [[mank (evn)]] anvet [[Tux]], hag a zo bet kalaet gant kummuniezh Linux evel moskotenn ofisiel kraoñel Linux. Lar a ra ez eo an open-source an doare nemetañ da grouiñ poelladoù vat, larêt en deus ivez e implij an ostilhoù gwellañ evit labourat, memes ma z'eus enno poelladoù perc'henn.
 
Er c'hontrol eus pep brasañ pennoù-bras an [[Open Source]], Linus Torvalds a chom kuzh hag a nac'h alies reiñ evezhiadennoù war ar reizhadoù korvoiñ all evel [[Microsoft Windows|Windows]]. Padal reaktiñ a ra gant nerzh pa vez lavaret traoù diwar-benn Linux.
 
Lavaret en deus Linus e 2009 e oa deuet da vezañ Linux divent ha spouronus ha ne oa ket mui ar c'hraonell skañv ha efedus en doa raktreset p'en deus kroget da diorroiñ ar reizhad. Kement-se a zo komprenus dre m'oe ur reizhad open-source hag e c'hell pep hini cheñch ar c'hod orin. Ouzhpenn da-se ez eo Linux gouest da dreiñ war an holl urzhiateroù ha zoken pellgomzerioù hezoug gallioudus, ha kement-se a gemer plas.
Linus Torvalds en deus krouet ivez ar poellad [[Git]] evit diorroadur kraoñell Linux.
 
 
== Frazennoù brudet ==
Linenn 19 ⟶ 22:
*''If [[386BSD]] had been available when I started on Linux, Linux would probably never had happened..'' : « Ma 386BSD a vefe amañ pa oen o kregiñ gant Linux, sur a-walc'h ne vije ket bet eus Linux.
*''An dud a zo kreizennet war ar surentez a zo tud a ne c'houzañvan ket. Krediñ a ran ez eo tud OpenBSD ur strollad marmouzed o c'hoari bazh-noilh dre ma kemeront ar surentez gant kement a dalvoudegezh ken ne 'z eus netra all evito.
 
 
 
 
Linenn 35 ⟶ 36:
* {{en}} [http://www.cs.helsinki.fi/~torvalds pajenn pesronel kozh Linus Torvalds]
* {{en}} [http://groups.google.com/group/comp.os.minix/msg/b813d52cbc5a044b?dmode=source kentañ meneg eus Linux war Usenet]
 
 
[[Rummad:Urzhiataerezh]]