Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
resisadennoù
Linenn 20:
: N'eo ket mat lakaat stumm brezhoneg an aozerien da stumm diazez war ar wiki brezhoneg ? Din-me e vefe d'ober evit skrivagnerien all c'hoazh, gant adkasadennoù. Aesaat a rafe ar c'hrouiñ liammoù. [[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 da 16:00 (UTC)
 
==[[Kalaika]]/Kalaikia/Galisia/Galiza==
Ur fazi splann eo ar ger-se, goulennet em eus e ziverkañ. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 Gwe 2009 da 17:58 (UTC)
:N'eus ket ur fazi tamm ebet eus ar stumm-mañ: "Kalaikia" a gaver e geriadur [[Frañsez Vallee|Vallee]], ha dindan pluenn aozerien evel [[Youenn Drezen]], P. Denez, h.a. N'eo ket savet diwar ar stummoù "Galicia" pe "Galiza" a vez graet gante e kalaikeg er mare a vremañ hag a zo deveret eus al latin GALAECIA, hogen eus ur stumm kent : hini anv ar geoded rakroman Kalaikoi / CALAICI he deus roet hec'h anv d'ar vro hag ar stumm latin kentañ CALAECIA. Ar stumm Kalaika, mistroc'h hag aesoc'h da zistagañ moarvat, a zo an hini a vez graet gantañ gant K. Kedez. Savet eo e doare hini Valee, war-bouez an dibenn. Daou dibenn disheñvel a gaver e Kalaikeg a vremañ ivez, nes kontañ an henstummoù a vez graet gante a-wezhioù gant lenneien ar c'halaikeg. ("Armórica-Galaica" a gaver, lakaomp dindan bluenn [[Claudio Rodríguez Fer]].) Da envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù Kalaikia ha Kalaika gant ar skrivagnerien, ha n'eo ket da envel ar Proviñs roman hepken. N'haller ket diverkañ eus ar yezh ar stummoù bet implijet gant brasañ skrivagnerien ar brezhoneg. [[Implijer:Gad|Gad]] 14 Gwe 2009 (UTC)
Linenn 35:
::::::::Kudenn ebet evit mennegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "[[Galiza]]", implijet ar stumm-mañ evit titl ar pennad pennañ peogwir eo hemañ an hini e vez implijet hiziv gant an darn-vrasañ a dud er yezh unvan (stumm kavet e geriadur An Here, da skouer)
::::::::Arabat mont re ball ganit. Prest on da gaozeal ha da selaou arguzennoù a bep suert. Berr eo deuet ma fasianted en amzer-mañ, avat, ha stanket e vo an implijerion/ezed a gav dezhe gwell tagadennoù personel. Da lâret eo, broadelour pe get, n'en deus ma savpoent politikel netra da welet gant an tem-mañ. Lakaet out bet war evezh dija evit da emzalc'h (ha n'eo ket abalomour d'ar fed ma tibabez ober gant an eil stumm pe egile, moarvat). [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 16 Gwe 2009 da 13:22 (UTC)
:::::::::Un ali personel eo lavarout eo stummet mat ijinadenn KK, Kalaika. Ne gavan ket. Ma vije ken mat ne savje kudenn ebet. Gwelloc'h e kav an dud ober gant an anv a vez implijet gant tud ar vro-hont, e-lec'h gant un anv latin damvrezhonekaet. Sed ar wirionez. Neuze, laoskomp ar stummoù lennegel personel er skridoù lennegel, menegomp anezho en ur rannbennad, gant an daveoù resis, hag echu dre eno. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Gwe 2009 da 13:31 (UTC)
:::::::::: A-du ganit. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 16 Gwe 2009 da 14:31 (UTC)
 
:::::::::: N'eo ket seder an tabut, a welan. Evidon-me ne vagan ket ho tispriz evit hor lenneien, skrivagnerien ha yezhoniourien hag o dibaboù (na anvfen na fazioù na ijinadennoù. Padal ez eo arabat tagañ, kea... Un nebeut resisadennoù avat. 1. An termen "Galicia" a zo testenniekaet mat e yezh ar vro abaoe ar grennamzer, ha daoust m'eo bet degemeret endro er mare a-vremañ ar poz "Galiza" e lizhiri Kalaika, e van Galicia ar stumm muiañ implijet koulz dre gomz ha dre skrid e yezh ar vro-hont. <ref>http://gl.wikipedia.org/wiki/Galicia#cite_note-0</ref> 2. N'eus ket eus Kalaikia ur poz latin alato, p'eo diazezet ar stumm brezhoneg-mañ war ar mennegadennoù abretañ ha rakroman kentoc'h ! <ref>http://www.celtiberia.net/articulo.asp?id=2035</ref> 3. N'am eus kavet testenni ebet eus ar stumm "Galiza" e brezhoneg a-raok 1996 ma krog da vezañ implijet e kalaouennoù ''Hor Yezh'' hag ''Al Liamm'' dindan pluennoù kelennerien-veur Roazhon2, ha da heul e teu war wel e geriadur an Here. Nevez-flamm eo ar stumm-se e brezhoneg eta e keñver Kalaikia. E troidigezhioù Yann Jaouen, renet gant Per Denez, ha sevenet a raok 1973, met embannet e 1996 hepken gant Hor Yezh, e ra an embanner gant ar stumm "Galisia" da ginnig an destenn pand e ra hounnezh gant Kalaikia atav, hag e kaver menneg eus an hevelep troidigezh c'hallek ''Heures galiciennes'' dindan ar stumm ''Eurioù galisian'' gant an embanner ha ''Eurioù Galaïka'' e rakskrid Per Denez. Gant hor stumm klasel Kalaikia an hini e oa bet graet ingal gant an troour yaouank avat. Notenn evet da zisplegañ an dibaboù-se el levr. [[Implijer:Gad|Gad]] 4 Her 2009 da 13:00 (UTC)
==Kalaika, Kalaikia==
Un ali personel eo lavarout eo stummet mat ijinadenn KK, Kalaika. Ne gavan ket. Ma vije ken mat ne savje kudenn ebet. Gwelloc'h e kav an dud ober gant an anv a vez implijet gant tud ar vro-hont, e-lec'h gant un anv latin damvrezhonekaet. Sed ar wirionez. Neuze, laoskomp ar stummoù lennegel personel er skridoù lennegel, menegomp anezho en ur rannbennad, gant an daveoù resis, hag echu dre eno. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Gwe 2009 da 13:31 (UTC)
: A-du ganit. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 16 Gwe 2009 da 14:31 (UTC)