Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
resisadennoù
D daveennoù
Linenn 39:
 
:::::::::: N'eo ket seder an tabut, a welan. Evidon-me ne vagan ket ho tispriz evit hor lenneien, skrivagnerien ha yezhoniourien hag o dibaboù (na anvfen na fazioù na ijinadennoù. Padal ez eo arabat tagañ, kea... Un nebeut resisadennoù avat. 1. An termen "Galicia" a zo testenniekaet mat e yezh ar vro abaoe ar grennamzer, ha daoust m'eo bet degemeret endro er mare a-vremañ ar poz "Galiza" e lizhiri Kalaika, e van Galicia ar stumm muiañ implijet koulz dre gomz ha dre skrid e yezh ar vro-hont. <ref>http://gl.wikipedia.org/wiki/Galicia#cite_note-0</ref> 2. N'eus ket eus Kalaikia ur poz latin alato, p'eo diazezet ar stumm brezhoneg-mañ war ar mennegadennoù abretañ ha rakroman kentoc'h ! <ref>http://www.celtiberia.net/articulo.asp?id=2035</ref> 3. N'am eus kavet testenni ebet eus ar stumm "Galiza" e brezhoneg a-raok 1996 ma krog da vezañ implijet e kalaouennoù ''Hor Yezh'' hag ''Al Liamm'' dindan pluennoù kelennerien-veur Roazhon2, ha da heul e teu war wel e geriadur an Here. Nevez-flamm eo ar stumm-se e brezhoneg eta e keñver Kalaikia. E troidigezhioù Yann Jaouen, renet gant Per Denez, ha sevenet a raok 1973, met embannet e 1996 hepken gant Hor Yezh, e ra an embanner gant ar stumm "Galisia" da ginnig an destenn pand e ra hounnezh gant Kalaikia atav, hag e kaver menneg eus an hevelep troidigezh c'hallek ''Heures galiciennes'' dindan ar stumm ''Eurioù galisian'' gant an embanner ha ''Eurioù Galaïka'' e rakskrid Per Denez. Gant hor stumm klasel Kalaikia an hini e oa bet graet ingal gant an troour yaouank avat. Notenn evet da zisplegañ an dibaboù-se el levr. [[Implijer:Gad|Gad]] 4 Her 2009 da 13:00 (UTC)
 
== Notennoù==
<references/>