Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
tabut
Linenn 37:
:::::::::Un ali personel eo lavarout eo stummet mat ijinadenn KK, Kalaika. Ne gavan ket. Ma vije ken mat ne savje kudenn ebet. Gwelloc'h e kav an dud ober gant an anv a vez implijet gant tud ar vro-hont, e-lec'h gant un anv latin damvrezhonekaet. Sed ar wirionez. Neuze, laoskomp ar stummoù lennegel personel er skridoù lennegel, menegomp anezho en ur rannbennad, gant an daveoù resis, hag echu dre eno. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Gwe 2009 da 13:31 (UTC)
:::::::::: A-du ganit. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 16 Gwe 2009 da 14:31 (UTC)
::::::::::: N'eo ket seder an tabut, a welan. Evidon-me ne vagan ket ho tispriz evit hor lenneien, skrivagnerien ha yezhoniourien hag o dibaboù (na anvfen na fazioù na ijinadennoù. Padal ez eo arabat tagañ, kea... Un nebeut resisadennoù avat. 1. An termen "Galicia" a zo testenniekaet mat e yezh Kalaika abaoe ar grennamzer, ha daoust m'eo bet degemeret en-dro er mare a-vremañ ar poz "Galiza" e lizhiri Kalaika, e van Galicia ar stumm muiañ implijet koulz dre gomz ha dre skrid e yezh ar vro-hont. <ref>http://gl.wikipedia.org/wiki/Galicia#cite_note-0</ref> 2. N'eus ket eus Kalaikia ur poz latin alato, p'ha dres ez eo diazezet ar stumm brezhoneg-mañ war ar mennegadennoùmenegadennoù abretañ ha rakroman kentoc'h ! <ref>http://www.celtiberia.net/articulo.asp?id=2035</ref> 3. N'am eus kavet testenni ebet eus ar stumm "Galiza" e brezhoneg a-raok 1996 ma krog da vezañ implijet e kalaouennoù ''Hor Yezh'' hag ''Al Liamm'' dindan pluennoù kelennerien-veur Roazhon2, ha da heul e teu war wel e geriadur an Here. Nevez-flamm eo ar stumm-se e brezhoneg eta e keñver Kalaikia. E troidigezhioù Yann Jaouen, renet gant Per Denez, ha sevenet a raok 1973, met embannet e 1996 hepken gant Hor Yezh, e ra an embanner gant ar stumm "Galisia" da ginnig an destenn pand e ra hounnezh gant Kalaikia atav, hag e kaver mennegmeneg eus an hevelep troidigezh c'hallek ''Heures galiciennes'' dindan ar stumm ''Eurioù galisian'' gant an embanner ha ''Eurioù Galaïka'' e rakskrid Per Denez. Gant hor stumm klasel Kalaikia an hini e oa bet graet ingal gant an troour yaouank avat. Notenn ebet da zisplegañ an dibaboù-se el levr. [[Implijer:Gad|Gad]] 4 Her 2009 da 13:00 (UTC)
::::::::::::Seder a-walc'h ganin atav. N'eo ket ken seder all an afer amañ er Galiza avat, un tammig ma vefe kinniget ober gant ar stumm "berton" lakaomp e lec'h "brezhoneg" diwar digarez ma vefe deuet da vezañ ar stumm "muiañ-implijet". Arabat krediñ pep tra a skriver ivez hep mont da sellet da gentañ gant piv eo bet skrivet hag hep sellet un tammig pelloc'h. N'eo ket neptu na tamm ebet nag "''La Voz de Galicia''" nag an ILG-RAG bet savet gante an destenn ma reer dave anezhi. Setu an daveoù klok diwar ar wiki e galizeg evit a neb a c'hellfe bezañ dedennet gante:
::::::::::::''"Galicia constitúe o único topónimo oficial: La Voz de Galicia, 8 de xuño de 2008. Segundo as Normas Ortográficas e Morfolóxicas do Idioma Galego: "Teñen terminación -cia, entre outros, acacia, ..., etc. Entre estas palabras está Galicia, voz lexítima galega, denominación oficial do país e maioritaria na expresión oral e escrita moderna. Galiza é tamén unha forma lexitimamente galega, amplamente documentada na época medieval, que foi recuperada no galego contemporáneo. NOMIG 20º edición ISBN 84-87987-51-6 Páxina 56."''
::::::::::::''"O termo Galiza, segundo as Normas Ortográficas e Morfolóxicas do Idioma Galego da Real Academia Galega do ano 2003, acéptase para referírmonos á Comunidade Autónoma de Galicia (mantendo esta última como forma recomendada), xa que a pesar do estabelecido nas NOMIG, que xunto co VOLG son os únicos textos con carácter normativo para a lingua galega (Ver lei de normalización lingüística), sobre o carácter equivalente dos termos Galicia e Galiza, o Estatuto de Autonomía, di, no seu Artigo 1. 1. Galicia, nacionalidade histórica, constitúese en Comunidade Autónoma...polo que este é o nome oficial da comunidade autónoma."''
::::::::::::''"Mantense ''Galicia'' como voz lexítima, denominanción oficial do país e forma maioritaria na expresión pral e escrita moderna". ''Galiza'' considérase tamén unha forma lexitimamente galega, amplamente documentada na época medieval, que foi recuperada no galego contemporáneo", ''As normas ortográficas e morfolóxicas da lingua galega'' Edicións do Cumio 2003 (paj. 220, Kraf: "''Diferenzas e cambios máis notables entre a normativa oficial actual e a anterior''", Mellad 8.7)"''
::::::::::::A-hendall, o kinnig emaout ivez ober gant an daoubik-se da heul skouer P. Denez? Ha m'eo ober gant ar stumm muiañ-implijet an abeg pennañ hervezout evit dibab etre an eil stumm hag egile, marteze e vefe ret ober gant "Galiza" e brezhoneg, dre m'eo hennezh ar stumm a gaver e Geriadur An Here, implijet, d'am soñj, er skolioù brezhonek, da lâret eo al lec'h ma gaver an darn vrasañ eus a dud a c'hellfe kozm hiziv diwar-benn Galiza e brezhoneg. Faziet a c'hellan bezañ, evel-just. Met pa a dalc'her kont eus ar stummoù "muiañ-implijet" e reankfer ober marteze gant Galisia e Bro-Vask... E galleg e klever ivez alies (aliesoc'h eveit "Galice" marteze) komz eus "Galicie". Hag un abeg mat e vefe evit ober gant ar stumm faziet-se? A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 4 Her 2009 da 13:28 (UTC)
::::::::::::: N'em eus ket komzet eus ar muiañniver, salokras, hogen eus an hengoun lennegel hag eus dibaboù lenneien ar brezhoneg. Hag n'eo ket peogwir e venegan ur stumm e kinnigan ober gantañ. Aesoc'h eo chomm nes rein skouer na brouenn ebet eus ar pezh emeur o tabutal warnañ. Evit ar pezh a zo eus geriadur An Here, estreget an dave-se a zo, ha pa vefe er skolioù. E-keñver hoc'h implij deoc'h c'hwi, diwallit m'eo direizh lakaat ar ger-mell dirak stummoù lennek anvioù ar broioù: n'eus nemet dirak ar stummoù amprestet d'ar gallek e c'heller ober gant ar ger-mell: Iwerzhon / an Irland, Bro-Saoz / an Angleter, Normandia (implijet nebeut) / an Normandi, h.a. Neuze pe e vefe Galiza pe Galisia pe Kalaik(i)a, ez aio hep ger-mell. N'eus nemet ar stumm "Galis" a vefe lakaet ar ger-mell dirak. Evit a-sell ouzh ho menegadennoù, ne gav ket din e tegasfe kalz tra en tabut brezhonek lakaat anezhe aze nes treiñ na diverrañ pa oa bet lakaet ul liamm davite ganin endeo. Dreist-holl mard eo evit lavaret n'int ket daveoù mat, kea. N'eo ket neptu al lezenn, moarvat, met reoliekaet ez eo ar c'halaikeg gant al lezenn-se avat. N'am eus ket kavet alies bugale ar skolioù oc'h ober anv eus Kalaika e brezhoneg, met e c'hellan lavaret deoc'h em boa gwelet ar stumm Galisia war garetenn vrezhonek broioù spagn e kaieroù spagnoleg skolajidi Diwan. Ar stumm "Galicia" a zo testenniekaet mat e kalaikeg abaoe ar Grennamzer, evel am eus laret c'hoazh. Diaes —ha disprizius— eta lakaat keñver-ha-keñver gant ar stumm "beurton" e brezhoneg, a gav din. Rankout a rafe sederaat Kalaikiz gant an afer-se avat : un arouez toull. Daou zoare a zo er yezh lennegel e kalaikeg ha mat pell zo. Gant meur a aozer e vez graet gant an daou stumm zoken, er mare-mañ. Lakaat da fazi unan anezho en arbenn ma klod gant ar spagnoleg (pe kastilhaneg) ha neket gant ar portugaleg (pe louzitaneg), daoust m'eo testenniekaet gwell a-gozh hag a-nevez a seblant din diboell. Kalz pouezusoc'h e seblant din labourat war binvidigezh ar yezh eget dibab ur banniel evit ur meni brezel-diabarzh aner. Breizh, an Arvorig, Ledav, Breizh-Izhel, ar Beurtagn, pe Bejijel zoken a c'hell bezañ kavet en hol lizhiri gant ur ster damheñvel. Evel-just ez eo disheñvel tachenn pe live yezh pep ger. Tud 'zo a hunvre gant ur yezh unvan e vije kavet ur stumm hepken da bep poz hag ur ger hepken da bep menoz. An hini a oar lenn ha komz ha soñjal ha skrivañ n'hall ket monet war an hent-se, razas. Re a nerzh e vez lakaet da "reizhañ" (ha skarzhañ stummoù lakaet da fazi) re nebeut er c'hrouiñ ha pinvidikaat ar yezh. Aesoc'h eo d'an nevezyezherien ober gant nebetoc'h a c'herioù hag a stummoù, kea. Diasoc'h labourat war an arlivioù hag an arsterioù... [[Implijer:Gad|Gad]] 4 Her 2009 da 18:00 (UTC)
 
== Notennoù==