Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D daveen
Linenn 53:
:::::::::::::::N'on ket fuloret tamm ebet. Ne oa nemet ur vurutelladenn. A-sell ouzh ar brezhoneg eo e lavaren ne gomzen ket eus ar muiañniver —ha ne ra na gant Kalaik(i)a na gant Galiza, na c'hoazh gant Galisia, 'm eus aon. Forzh penaos n'haller ket stlepel kuit ar yezh dre gomz eus kennebeut. Beurton a zo deut diwar ar galleg pe ar gallaoueg, Galicia avat n'eo ket deuet diwar ar c'hastilhaneg, pe e vefe dav prouiñ kement-se din. En "diorroadur naturel ar yezh orin" evel a lavarit, ez eus eus ar stummoù e -io pe -ia e kalaikeg abaoe ar Grennamzer. Diorroadur ar c'halaikeg n'eo ket tre hini ar portugaleg, salokras. Gouzout a raer a-walc'h ne oa ket stabil traoù 'zo e yezhoù latin ar Grennamzer hag o deus gallet stabilaat e doareoù disheñvel diouzh ar yezh pe ar ranyezh. E kalaikeg ez eus traoù a zo stabilaet en un doare disheñvel eus al louzitaneg, hag a c'hell klotañ gant ar c'hastilhaneg, ha n'eo ket diwar levezon ar c'hastilhaneg atav. Evit plijout d'al louzitanourion an hini eo bet degemeret stummoù evel espazo, estudo, h.a. Evel-just ez eus un hengoun tostaat eus al louzitaneg ha pellaat eus ar c'hastilhaneg el lizhiri kalaikeg. Ne dalvez ket e vefe pep stumm a glot gant ar c'hastilhaneg da lemel kuit eus ar yezh. Galiza n'eo ken un arouez politikel evit broadelourion 'zo.
:::::::::::::::Trawalc'h e kave din —me ivez— krouiñ un adkas adal ar stummoù Kalaika, Kalaik(i)a [ha Galisia war ar marc'had, ma faot deoc'h (diwall ma c'hell daveiñ d'ur rannvro polonat)]. Sed ar pezh am boa graet, dres, met lemet eo bet kuit ganeoc'h ha trapenn da se, ouzhpenn, ho peus lakaet un evezhiadenn vezhekaus din e lein ar bajenn-mañ. Mar gell Tata Vallee ha Ropaz Hemon faziañ, hervezoc'h, moarvat e vefe dav asantiñ e c'hell geriadur unyezhek An Here faziañ ivez, pe da nebeutañ, na vezañ an dave nemetañ. Trugarez deoc'h, atav, da aotren ac'hanon da sevel an adkasoù a-nevez eta, aotrou merour. Gwelet a ran ez oc'h digoroc'h a spered eget na hañvale kent. Gwellañ gourc'hemennoù a boellad hegarat. [[Implijer:Gad|Gad]] 4 Her 2009 da 20:00 (UTC)
:::::::::::::::Setu un daveenn all evit a-sell ouzh daou anvadur Kalaika e kalaikeg, hag ouzh orin ar ger, war ar wikiziadur kastilhanek : http://es.wikipedia.org/wiki/Galicia#Denominaci.C3.B3n
:::::::::::::::[[Implijer:Gad|Gad]] 4 Her 2009 da 20:20 (UTC)
 
== Notennoù==
<references/>