Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
louzitanouriezh / adenframmouriezh
Linenn 70:
:: N'ouzon ket hag-eñ ec'h ouzez galizeg koulz ha me, rak n'ouzon ket na tamm ebet piv out... Met, n'eus forzh penaos ne vern ket din hag-eñ e ouzez galizeg pe get. N'em seus bet bet soñj bet tamallet dit un dra bennak er c'heñver-se. Maouzez galizeg ken koulz all, avat, e kavan skañvoc'h c'hoazh implijout gerioù diprizius evel "louzitanourion"...
:: A galon, [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 5 Her 2009 da 06:09 (UTC)
:::Mat evit ober va-unan, eta. Deoc'h c'hwi avat da dennañ, mar plij, an evezhiadenn ho peus lakaet din evit bezañ bet lakaet un adkas a anzavit bremañ ez eo koulz lakaat.
:::Louzitanour n'eo ket disprizius muioc'h eget adenframmour, hogen gwir eo e vez graet un diforc'h etre an daou, hag ouzh ademframmouriezh an hini e taveen kentoc'h. Hogen e raer anv ivez eus ''luso-reintegracionismo'', dre vras. Er ster-se an hini am boa implijet ar ger louzitanour, daoust ma ne vefe ket peurreizh, peogwir ez eo kalz aesoc'h da gompren da betra e tave evit ar vrezhonegerion. Chom hep ober an diforc'h-se an hini eo ho peus kavet disprizius, moarvat. Gwelloc'h ober un diforc'h sklaer eta, ha diforc'hiañ an termennoù. Luziet a-walc'h e kavan an traoù e spered an emzaverien e Breizh, titouret ma vezont re alies gant nevezyezherien emsavoù politik muioc'h eget gant yezhourien strizh.
:::Evidon ec'h anavezan a-walc'h ar portugaleg hag ar c'hastillaneg e-touesk yezhoù latin all, hag em eus studiet a-walc'h a yezhoniezh evit kompren ne oa ket dav displegañ pep diforc'h etre kalaikeg ha portugaleg dre levezon ar spagnoleg, ar pezh a vez graet kalz re. Anat pa seller spizh ouzh an henstummoù boutin da veur a yezhoù latin all ez eo dav degas prouennoù a-raok lakaat ur stumm aet diwar-wel e louzitaneg a vremañ da vezañ deuet diwar levezon ar c'hastilhaneg war zigarez ez eo boutin dezhañ. A-sell ouzh ar stummoù e -ia ha -io a-enep -a ha -o, ez eo sur e veze graet gant an daou e kalaikeg-louzitaneg a-gozh. Ne oa ket dav d'ar c'halaikeg a vremañ bezañ dibabet an hevelep stummoù gant ar portugaleg pa n'eo ket bet reoliekaet hennezh diwar ranyezhoù an hanternoz tamm-ebet. Ar pezh a c'heller lavaret hepken eo e oa bet diaesaet kalz levezon portugaleg ar c'heistez war ar c'halaikeg hag aesaet levezon ar c'hastilhaneg gat an istor. Ne dalv ket e c'hellfer displegañ pep perzh a ziforc'h ar c'halaikeg eus ar portugaleg dre levezon ar c'hastilhaneg ha pa en em gavefe gant perzhioù heñvel. Kement-se a vefe boutinachoù diwar gredennoù politik, ha n'eo ket yezhoniezh atav. [[Implijer:Gad|Gad]] 5 Her 2009 da 12:30 (UTC)
 
===Levrlennadurezh===