Galiza : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh hag all
Linenn 46:
 
==Anvadur==
Eus an Henamzer hon eus dalc'het menegoù gresim eus "Kallaikia" (καλλαικια) hag eus e anhezidi "kallaikoi" (καλλαικoι), alese an anv brezhoneg lennegel kentañ, "Kalaikia", a gaver e geriadurioù Vallee pe Roaparzh Hemon, hag a ra Youenn Drezenn gant ar stumm deveret anezhañ "galiziadKalaikiad" e ''Sizhun ar breur Arturo'' (p.24 emb. Al Liamm, Lanvrieg, 1990 — embannadur kentañ e kelaouenn Al Liamm niv.14, 1949).
Aet e oa an anv da "Gallaecia" er mare roman. Er Grennamzer e teu da sevel evel rouantelezh dizalc'h dindan an anv "Reyno de Galicia" aet da lodenn Rouantelezh Leon war-lerc'h, daoust ma talc'h da vezañ anvet rouantelezh (Reyno de Galicia) betek an XIXvet kantvet, pa grouer, dindan an hollveliegezh, ar rannvroioù kalaikat a-vremañ (1833) hag e voder dindan kurunenn Spagn Rouantelezhioù broioù Spagn ("las Españas"). Etre an Amzer Hen hag ar Amzer Grenn, e voe anvet Suevia ivez damant d'an alouberien german anvet Sueved pe Suaved.