Namneted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|300px|Kartenn eus pobloù Arvorig An '''Namneted''' a oa ur bobl c’halian eus Arvorig. Etre ar Gwilen hag a...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Her 2009 da 16:25

An Namneted a oa ur bobl c’halian eus Arvorig. Etre ar Gwilen hag aber al Liger e oant o vevañ. Roud eus o anv a gaver en hini Naoned. « Samnited a rae Strabon ha Ptolemeus eus an Namneted . »[1]. En-dro dezho e oa pobloù all : an Andecavi er reter, Pictones (pe Pictavi) er c’hreisteiz d’al Liger, ar Weneted er c’hornôg hag ar Guriosolited hag ar Redones (pe Riedones) en hanternoz.

Kartenn eus pobloù Arvorig

Gant ar Romaned e veze graet Condevicnum eus o c’hêr vrasañ, ur gêr a oa e kember al Liger hag an Erzh. En IIIe kantved e oa deuet da vezañ anvet Portus Namnetum, zo aet da Naoned goude ha da Nantes e galleg.

Notennoù

  1. Caesar, De Bello Gallico, II, c-8.